The Bible Software
Lizher d'ar Romaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Romaned 2

1Dré-zé n’oud kéd didamall, ô dén, piou-bennâg oud, mar barnez. Râk ô varna eunn all, en em damallez da-unan; pa eo gwîr pénaoz é réz ann hévélep traou a damallez.

2Râg gouzoud a réomp pénaoz Doué a varn hervez ar wirionez ar ré a ra ann traou-zé.

3Té éta, ô dén, péhini a damall ar ré a ra ann traou-zé, hag hô grâ da-unan, ha menna a réz-té é hellfez tec’houd diouc’h barn Doué?

4Ha disprizoud a réz-té madou hé vadélez, hé sioulded, hag hé hîr-c’hortozidigez? Ha na ouzoud-dé két pénaoz madélez Doué a zoug ac’hanod d’ar binijen?

5Koulskoudé dré da galéder, hag ô véza ma pella da galoun dioud ar binijen, é tastumez évid-oud eunn tenzor a vuanégez évid deiz ar vuanégez, hag ann diskleriadur eûz ar varn gwirion a Zoué,

6Péhini a zistaol da bép-unan hervez hé ôbériou;

7D’ar ré péré dré ar c’hen̄dalc’h er mad-ôberiou, a glask ar c’hloar, ann énor hag ann divreinadurez, é rôi ar vuez peûr-baduz;

8D’ar ré a gâr ann dael, ha na c’hrata két ar wirionez, hôgen en em rô d’ann direiz, é rôi hé vuanegez hag hé vrôez.

9Ar c’hlac’har hag ann an̄ken a wiskô kémen̄d hini a rai drouk, ar Iuzevien da gen̄ta, ar Jen̄tiled goudé;

10Hôgen ar c’hloar, ann énor, hag ar péoc’h a zeûi da gémen̄d hini a rai mâd, d’ar Iuzevien da gen̄ta, ha d’ar Jen̄tiled goudé.

11Râk Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén.

12Ha dré-zé piou-bennâg en dévézô péc’het héb al lézen, a vézo kollet héb al lézen: ha piou-bennâg en dévézô péc’het hag hén̄ el lézen, a vézô barnet hervez al lézen.

13Rak né kéd ar ré a zélaou al lézen a zô gwirion dirâk Doué; hôgen ar ré a vîr al lézen eo a vézô didamallet.

14Pa zeû éta ar Jen̄tiled, péré n’hô deûz kéd al lézen, da ôber hervez ar reiz ar péz a zô el lézen, ô véza n’hô deûz kéd al lézen, hî a zô al lézen évit-hô hô-unan;

15Hî a ziskouéz pénaoz ar péz a zô gourc’hémennet gan̄d al lézen a zô skrivet enn hô c’haloun, ével ma rô testéni hô c’houstian̄s, dre ann dishévélédigez eûz ar vénosiou a damall, pé a zifenn anézhô,

16Enn deiz é péhini é varnô Doué dré Jézuz-Krist, hervez ann Aviel a brézégann, war gémen̄t a zô kuzet enn dûd.

17Hôgen té péhini a zô galvet Iuzéô, en em arzaô war al lézen, hag en em veûl é Doué;

18Té péhini a anavez hé ioul, hag ô véza desket dré al lézen, a oar anaout pétrâ eo ann talvoudusa;

19A gréd d’îd béza réner ar ré zall, goulou ar ré a zô enn dévalien;

20Doktor ar ré ziwiziek, mestr ar vugalé vihan, pa éc’h eûz el lézen ar reiz eûz ar wiziégez hag eûz ar wirionez:

21Té éta péhini a zesk ar ré all, n’en em zeskez kéd da-unan: té péhini a brézeg na dléeur két laéra, é laérez:

22Té péhini a lavar na dléeur kéd ôber avoultriez, é réz avoultriez; té péhini a argarz ann idolou, é saotrez ann traou sakr:

23Té péhini en em veûl el lézen, é tizénorez Doué ô terri al lézen.

24Râg hanô Doué, enn abek d’é-hoc’h, a zô mézékéet é-touez ar brôadou, ével ma eo skrivet.

25Ann enwad a zô talvoudus évit-gwîr, mar mirez al lézen; hôgen mar torrez al lézen, pétrâ-bennâg ma oud enwadet, é teûez ével eunn dén dienwadet.

26Mar teû éta eunn dén dienwadet da virout gourc’hémennou al lézen, ha na vézô két sellet pétrâ-bennâg ma eo dienwadet, ével pa vé enwadet?

27Hag ével-sé ann hini a zô dré natur dienwadet, hag a vîr al lézen, a varnô ac’hanod, té péhini éc’h eûz bét lizéren al lézen hag a zô bét enwadet, ma éc’h eûz torret al lézen.

28Râg ar gwîr Iuzéô né két ann hini en em ziskouéz dirâg ar goulou; hag ar gwîr enwad né kéd ann hini en em ziskouéz dirâg ar goulou, war ar c’hîk:

29Hôgen ar gwîr Iuzéô eo ann hini a choum enn amc’houlou; hag ar gwîr enwad eo hini ar galoun, a réeur dré ar spéred, ha nann hervez al lizéren: hen-nez a denn hé veûleûdi, nann digan̄d ann dûd, hôgen digan̄d Doué. ———— III. PENNAD.

← Lizher d'ar Romaned 1Read In The App, Free →Lizher d'ar Romaned 3 →

Study Lizher d'ar Romaned 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516