Kentañ Levr Shmouel 3:9
Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Piou oud-dé? Hag hî a lavaraz: Mé eo Ruth da vatez. Astenn da ballenn war da vatez, ô véza m’az oud kâr-nés d’ézhi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr Shmouel 3
Cross References
Ruth 2:20Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: Ra vézô benniget gan̄d ann Aotrou; râk mired en deûz ann hévélep trugarez é-kén̄ver ar ré varô, ével m’en dôa bét é-kén̄ver ar ré véo. Hag hî a lavaraz c’hoaz: Ann dén-zé a zô kâr d’é-omp.
Ruth 4:4Falvézet eo bét d’in é klefchez kémen̄t-sé, ha c’hoan̄t am eûz bét (T) hé lavaroud d’id dirâg ar ré holl a zô azézet aman̄, hag a zô hénaoured va fobl. Mar fell d’id kaout ar park-zé dré ar gwîr a géren̄tiez, prén-hén̄, ha dalc’h-hén̄. Hôgen ma na fell két d’id, lavar-hén̄ d’in, évit ma wézinn pétrâ a dléann da ôber; râk n’eûz kâr all é-béd néméd-oud, péhini eo ann nésa, ha mé, péhini eo ann eil. Hag hén̄ a lavaraz: Mé a brénô ar park.
Luke 14:11Râk piou-bennâg en em uc’hélai a vézô izéléet; ha piou-bennâg en em izélai a vézô uc’héléet.