Kentañ Levr Shmouel 3
1Pa oé distrôet Ruth da gaout hé mamm-gaer, Noémi a lavaraz d’ézhi: Klask a rinn ma vézi é péoc’h hag az lakaat a rinn da véza ervâd. (T).
2Ar Booz-zé, gan̄t plac’hed péhini oud bét er park, a zô kâr-néz d’é-omp, hag enn nôz-man̄ é wen̄tô hé heiz el leûr.
3En em walc’h éta, en em lard gan̄t louzou-c’houés-vâd, gwisk da gaéra diḻad, ha diskenn d’al leûr. N’en em ziskouéz két da Vooz, kén n’en dévézô débret hag évet.
4Ha p’az ai da gouska, évésa é pé léac’h é kouskô: mon̄d a rî dî hag é tizôlôi ar ballen war-zû ann treid; en em deûrel a rî énô hag é choumi. Neûzé hén̄ hé-unan a lavarô did pétrâ a dléi da ôber.
5Ha Ruth a lavaraz dézhi: Ober a rinn kémen̄d a c’hourc’hémenni d’in.
6Hag hî a ziskennaz d’al leûr, hag a réaz kémen̄d é dôa hé mamm-gaer gourc’hémennet dézhi.
7Ha pa en dôé Booz débret hag évet, ha pa en em gavaz laouénoc’h, éz éaz da gouska é-harz eur bern malanou: ha Ruth a zeûaz didrouz, ha goudé béza dizôlôet ar ballen war-zû ann treid, en em doalaz énô.
8Ha chétu war-drô han̄ter-nôz é oé spoun̄tet ha néc’het Booz, pa wélaz eur vaouez gourvézet é-c’harz hé dreid.
9Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Piou oud-dé? Hag hî a lavaraz: Mé eo Ruth da vatez. Astenn da ballenn war da vatez, ô véza m’az oud kâr-nés d’ézhi.
10Va merc’h, émé-z han̄, benniget oud gan̄d ann Aotrou, hag ann divéza trugarez-man̄ a zô dreist ar gen̄ta; ô véza n’éc’h eûz két heûliet paotred-iaouan̄k, na ré baour, na ré binvidik.
11N’az péz két a aoun éta; ôber a rinn kémen̄d éc’h eûz lavaret d’in: râg ann holl a oar em c’héar pénaoz oud eur vaouez fûr.
12Na nac’hann két é venn kâr-nés d’id; hôgen eunn all a zô c’hoaz né-soc’h.
13Diskuiz é-pâd ann nôz: ha pa vézô deûet ar min̄tin, mar fell d’ézhan̄ da zerc’hel dré ar gwîr a géren̄tiez, gwell a-zé: ha ma na fell két d’ézhan̄, mé az kémérô héb arvar é-béd: béô eo ann Aotrou; kousk bétég ar min̄tin.
14Hag hî éta a gouskaz é-c’harz hé dreid a-héd ann nôz. Sével a réaz abarz ma hellé ann dûd en em anaout ann eil égilé: ha Booz a lavaraz d’ézhi: Diwall na oufé dén é vez deûet aman̄.
15Ha c’hoaz é lavaraz: Astenn ar ballenn a zô war-n-oud, ha dalc’h-hi gan̄d da zaou zourn. Hag hî ô véza hé astennet hag hé dalc’het, Booz a wen̄taz c’houéac’h boézellad heiz hag hô lékéaz war-n-ézhi: hag hou-man̄ a iéaz da géar gan̄d hé béac’h,
16Hag az éaz da gaout hé mamm-gaer, péhini a lavaraz d’ézhi: Pétrâ éc’h eûz-té gréat, va merc’h? Ha Ruth a lavaraz d’ézhi kémen̄d en dôa gréat Booz enn hé c’hén̄ver.
17Hag hî a lavaraz: Chétu c’houéac’h boézellad heiz en deûz rôet d’in, ô lavarout: Na fell két d’in é tistrôfez goullô étrézé da vamm-gaer.
18Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: Gortoz, va merc’h, kén na wélimp ar penn eûz ann dra-man̄; râg ann dén-zé na baouézô két kén n’en dévézô kaset da benn kémen̄d en deûz lavaret. ———— IV. PENNAD. Booz a gémer Ruth da c’hrég.