Levr Sefania 2:5
Gwâ c’houi, péré a choum war aod ar môr, brôad tûd kollet: éma gér ann Aotrou war-n-od, Kanaan, brô ar Filistined; ha mé az tispennô, enn hévélep doaré na choumô mui den é-béd enn-od.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hag aod ar môr a zeûi da éhan d’ar veserien, ha da éc’hoaz d’ann dén̄ved.
Cross References
Joshua 13:2Da c’houzoud eo ann holl C’haliléa, brô ar Filistined, hag holl zouar Gésuri;
Judges 3:3Ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hag ann holl Gananéed, hag ar Sidonied, hag ann Hévéed, péré a choumé war vénez Liban adalek ménez Baal-Hermon bété m’az éeur da Émat.
Isaiah 14:30Hag ar ré gen̄ta-ganet é-touez ar béorien a vézô maget, hag ar béorien a arzaôô gan̄t fisian̄s; ha mé a lakai da zizéc’ha da wenn gan̄d naoun, hag a lazô ann dilerc’h ac’hanod.
Ezekiel 25:16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ar Filistined, hag é lazinn al lazérien-zé, hag é tispenninn dilerc’hiou aod ar môr.
Amos 5:1Sélaouit ar gér-man̄, hag ar c’heinvan a zavann war-n-hoc’h: Tî Israel a zô kouézet, ha na zavô mui.