The Bible Software
Levr Sefania · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Sefania 2

1En em strollit, deûit kévret, brôad dihégar;

2Abars ma teui dré hé c’hourc’hémenn ann deiz a dréménô ével ar poultr; abars ma teûi war-n-hoc’h buanégez frouden ann Aotrou, abars ma teûi war-n-hoc’h deiz argarzidigez ann Aotrou.

3Klaskit ann Aotrou, c’houi holl péré a zô kûn̄ war ann douar, péré hoc’h eûz gréat hé varn: klaskit ar reizded, klaskit ar gun̄vélez: évit ma hellot en em guza é deiz frouden ann Aotrou.

4Râg Gaza a vézô dispennet, hag Askalon a zeûi da véza didud, Azot a vézô disman̄tret é-kreiz ann deiz, hag Akkaron a vézô dic’hrisiennet.

5Gwâ c’houi, péré a choum war aod ar môr, brôad tûd kollet: éma gér ann Aotrou war-n-od, Kanaan, brô ar Filistined; ha mé az tispennô, enn hévélep doaré na choumô mui den é-béd enn-od.

6Hag aod ar môr a zeûi da éhan d’ar veserien, ha da éc’hoaz d’ann dén̄ved.

7Da lôden é vézô d’ar ré a vézô choumet eûz a di Juda: énô é kavin̄t peûrvan, hag é c’hourvézin̄t diouc’h ar pardaez é tiez Askalon; râg ann Aotrou hô Doué hô emwélô, hag hô lakai da zistrei eûz ar sklavérez.

8Klevet em eûz kunuc’hennou Moab, ha drouk-prézégou bugalé Ammon, péré hô deûz gwall-aozet va fobl, hag a zô braséet diwar goust hé harzou.

9Râk-sé ével ma ounn béô, émé Aotrou ann arméou, Doué Israel, Moab a zeûi ével Sodoma, ha bugalé Ammon ével Gomorra, eunn douar séac’h ével spern, eur bern c’hoalen, ha lec’hiou didud da-vikenn: ann dilerc’h eûz va fobl a breizô anézhô, hag ann dilerc’h eûz va broad a berc’hennô anézhô.

10Kémen̄t-sé a c’hoarvézô gan̄t-hô enn abek d’hô balc’hder; ô véza ma hô deûz drouk-prézéget, ha ma in̄t bét braséet diwar goust pobl Aotrou ann arméou.

11Heûzuz é vézô ann Aotrou évit-hô, hag hen̄ a gasô-da-gét holl zouéed ann douar: ha pép-hini enn hé léac’h; hag holl énézi ar brôadou a azeûlo anézhan̄.

12Ha c’houi ivé, Étiopied, a vézô lazet gan̄t va c’hlézé.

13Hag hén̄ a astennô hé zourn war ann han̄ter-nôz, hag a gollô ann Assiria; hag é lakai hô c’héar gaer ével eunn distrô, dihen̄t ha didud.

14Ann dropellou, hag holl loéned ar brôadou a c’hourvézô enn hé c’hreiz: ar bon̄gors hag ann heûreûc’hin a choumô enn hé ziez kaer: al laboused a ganô war hé frénestrou, hag ar vrân a goagô war hé gourinou, râg hé galloud a gasinn-da-gét.

15Houn-nez eo ar géar valc’h, a oa kenn her, hag a lavaré enn hé c’haloun: Mé a zô, ha n’eûz hini all néméd-oun; pénaoz ef-hi bét trôet enn eunn distrô, é éc’hoaz d’al loéned? Kémen̄d hini a iélô ébiou d’ézhi a c’houibanô, hag a héjô hé zourn. ———— III. PENNAD Ar profed a ziougan talvoudégez hag eûr-vâd al lézen nevez.

← Levr Sefania 1Read In The App, Free →Levr Sefania 3 →

Study Levr Sefania 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123