Aviel Yann 12:42
Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
an Bibl
In The King James Version
In Context
41Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
43Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
Cross References
Matthew 26:69Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.
Luke 12:8Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;
John 7:13Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.
John 9:22E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.