Aviel Yann 20:15
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ.
an Bibl
In The King James Version
In Context
14Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz.
Cross References
Matthew 12:34Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Mark 16:6Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.
John 1:38Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
John 18:7Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.