Aviel Mazhev 5:29
Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 10:28N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.
Matthew 18:8Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.
Matthew 23:15Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h.
Mark 8:36Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
Luke 9:24Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.