Eil Levr an Danevelloù 10:7
Pa wélaz kémen̄t-sé mipien Israel, péré a choumé er mesiou, é tec’hchon̄t; ha Saül hag hé vipien ô véza marô, é tilezchon̄t hô c’heriou, hag en em skiñchon̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Hag ar Filistined a zeûaz, hag a choumaz enn hô lec’hiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Saül éta a varvaz, hag ivé hé dri vâb; hag hé holl dî a gouézaz ivé gan̄t-han̄.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 10
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
1 Samuel 13:6Hôgen Jonatas a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k, hé floc’h: Deûz ha tréménomp bété gward ar ré zienwaded-zé: martézé e stourmô ann Aotrou évid-omp: râk né két diez d’ann Aotrou tréc’hi gan̄t kalz pé gan̄t nébeût.