Leviegezh 26:36
Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:7War-lerc’h hoc’h énébourien éz éot, hag é vézin̄t diskaret stan̄k dira-z-hoc’h.
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
1 Samuel 17:24Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé dézhan̄, ô lavarout: Ével-sé en deûz lavaret David.
Psalms 53:6N’hô deûz két galvet Doué: énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.