Eil Levr an Danevelloù 17:12
Hén̄ eo a zavô eunn tî d’in; ha mé a stardô hé drôn da vikenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
He shall build me an house, and I will stablish his throne for ever.
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 17
Cross References
1 Chronicles 28:6Hag hén̄ en deûz lavaret d’in: Salomon da vâb a zavô va zî, ha leûriou hé zôr-dâl; râg hé zilennet em eûz évit va mâb, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄.
Ezra 5:11Ha chétu pénaoz hô deûz respoun̄tet d’é-omp ô lavarout: Ni a zô servicherien Doué ann en̄v hag ann douar, hag é savomp a nevez ann templ a oa bét savet pell amzer-zô, hag a oa bet diazézet ha savet gan̄d eur roué brâz eûz a Israel.
Psalms 89:4Da wenn a virinn da-vikenn, da drôn a zavinn a-rumm-é-rumm.
Psalms 89:29Ha mé a lakai hé wenn da badout é kan̄tved ar c’han̄tvéjou, hag hé drôn ével deisiou ann én̄v.
Isaiah 9:7Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.