Eil Levr an Danevelloù 17
1Hôgen pa choumé David enn hé dî hé-unan, é lavaraz da Natan ar profed: Chétu é choumann enn eunn tî sedr; hôgen arc’h kévrédigez ann Aotrou a zô dindân krec’hin.
2Ha Natan a lavaraz da Zavid: Grâ kémen̄d a zô enn da galoun, râk Doué a zô gan-éz.
3Hôgen enn nôz-zé é teûaz gér Doué da Natan, ô lavarout:
4Kéa, ha komz oud David, va zervicher: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zavi két a dî d’in évit choum enn-han̄.
5Râk n’ounn két bét choumet enn eunn ti, adaleg ann amzer é péhini em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, bétég-henn; hôgen bépréd ounn éat eûz a eunn tabernakl da eunn tabernakl all, eûz a eunn telt da eunn telt all,
6Pa choumenn é-touez Israel holl. Ha komzet em eûz-mé biskoaz oud hini eûz a varnerien Israel, da béré em bôa gourc’hémennet mésa va fobl, ha lavaret em eûz-mé d’ézhô: Pérâk n’hoc’h eûz-hu két savet eunn tî sedr d’in?
7Bréma éta é liviri da Zavid, va zervicher: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Mé em eûz da géméret, pa oaz ô peûri ar chatal, évid da lakaad da réna war va fobl Israel.
8Ha mé a zô bét gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, ha lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, hag em eûz gréat d’id eunn hanô ker brâz hag hini ar ré vrasa a zô bét brudet war ann douar.
9Ha rôet em eûz eul léac’h d’am fobl Israel; startéet é vézô, hag é choumô enn-han̄, ha na vézô két kéflusket pelloc’h: ha mipien ar fallagriez n’hô gwaskin̄t mui, ével m’hô deûz gréat ken̄t,
10Abaoé ann deisiou é péré em eûz rôet barnérien d’am fobl Israel, hag em eûz izéléet da holl énébourien. Diskléria a rann éta d’id pénaoz ann Aotrou a dlé sével da dî.
11Ha pa vézô leûniet da zeisiou gan-éz, ha pa vézi éat gan̄t da dadou, mé a zavô unan eûz da wenn da-c’houdé, hag hen a vézô eûz da vipien; ha krétaat a rinn hé rouan̄télez.
12Hén̄ eo a zavô eunn tî d’in; ha mé a stardô hé drôn da vikenn.
13Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in; ha na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h ann hini a zô bét enn da raok.
14Ha mé hel lakai em zî hag em rouan̄télez da vikenn; hag hé drôn a vézô stard-brâz da vikenn.
15Hervez ann holl c’heriou-zé, hag hervez ann holl wélédigez-zé, é komzaz Natan ouc’h David.
16Ha pa oé deûet ar roué David, ha pa choumé enn hé za (T) dirâg ann Aotrou, é lavaraz: Piou ounn-mé, ô Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, ma rî kémen̄t-sé d’in?
17Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût a drâ dirâk da zaoulagad; râk-sé éc’h eûz komzet diwar-benn tî da zervicher bétég enn amzer da-zon̄t: hag éc’h eûz va lékéat da véza brudet-brâz dreist ann dûd all, Aotrou Doué.
18Pétrâ a hell c’hoaz da lavarout David, pa éc’h eûz ével-sé énoret da zervicher, ha ma éc’h eûz hé anavézet?
19O Aotrou, enn abek d’as servicher, hag hervez da galoun éc’h eûz gréat ann holl draou vrâz-zé, hag eo bét fellet d’id é vé anat ann holl vurzudou.
20O Aotrou, n’eûz hini all hén̄vel ouz-id: ha n’eûz Doué all néméd-oud, é-touez ar ré holl a béré hon eûz klevet hanô gan̄d hon diskouarn.
21Ha béz’ éz eûz eunn all, hén̄vel oud da bobl Israel, pobl dispar war ann douar, étrézé péhini eo éat Doué évid hé dieûbi, hag hé lakaad da bobl d’ézhan̄, hag évit pellaad dré hé c’halloud ha dré ann heûz, ann holl vrôadou a zirâg ann hini en dôa tennet eûz ann Éjipt?
22Ha té éc’h eûz lékéat da bobl Israel da bobl d’id da vikenn; ha té, Aotrou, a zô deûet da Zoué d’ézhô.
23Bréma éta, ô Aotrou, ra vézô startéet da vikenn ar gér éc’h eûz lararet diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî; grâ ével ma éc’h eûz lavaret.
24Ra choumô da hanô, ha ra vézô meûlet da vikenn; ha ra vézô lavaret: Aotrou ann arméou eo Doué Israel, ha tî David, hé zervicher, a zô stard dira-z-han̄.
25Râk té eo, Aotrou va Doué, éc’h eûz rôet da anaout d’as servicher pénaoz é savchez eunn tî d’ézhan̄; ha dré-zé da zervicher en deûz kavet fisian̄s évit pidi dira-z-oud.
26Bréma éta, Aotrou, té a zô Doué; ha té eo éc’h eûz lavaret ann traou mâd-zé d’as servicher.
27Ha deûet oud da vinnisien tî da zervicher, évit ma vézô bépréd dira-z-oud: râk ma her bennigez, ô Aotrou, é vézô benniget da vikenn. ———— XVIII. PENNAD. David a stourm a-énep hé énébourien hag a zô tréac’h d’ézhô. (T).