Levr Izaia 9:7
Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ann Aotrou en deûz kaset hé c’hér da Jakob, ha war Israel eo kouézet.
Cross References
Psalms 45:4Steñ ével eur warek da c’héned ha da gaerded. Kéa a-raok ha béz euruz, ha rén dré ar wirionez, hag ann habaskded, hag ar reizded: ha da zourn déou az kasô enn eunn doaré burzuduz.
Psalms 72:7Hag hén̄ a aotrouniô adaleg eur môr bétég eur môr all; hag adaleg ar ster bétég harzou ann douar.
Isaiah 11:3Ha spéred doujan̄s ann Aotrou a leûniô anézhan̄. Na varnô két diouc’h gwéled ann daoulagad, ha na damallô két diouc’h kleved ann diskouarn:
Isaiah 32:1Tôstait, brôadou, ha sélaouit; ha c’houi poblou, likid-évez; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.
Isaiah 42:3Râk mé a skuḻô ann douréier war douar séac’h, hag ar steriou war ann douar dizec’het; skuḻa a rinn va spéred war da wenn, ha va bennoz war da géf.