Eil Levr an Danevelloù 19:2
Ha David a lavaraz: Mé a rai trugarez é-kén̄ver Hanon, mâb Naas; râg hé dâd en deûz gréat trugarez em c’hén̄ver. David éta a gasaz kannaded évid dizoania anézhan̄ diwar-benn marô hé dâd. Hôgen pa oé deûet ar ré-man̄ é brô mipien Ammon évid dizoania Hanon,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 19
Cross References
2 Samuel 9:7Ha David a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz két a aoun; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
Nehemiah 4:3Ha Tobias ann Ammoniad, a oa tôst d’ézhan̄, a lavaraz: Labouren̄t; mar teû eul louarn, é lamô dreist hô mûr véan.
Nehemiah 13:1Hôgen enn deiz-zé é oé lennet enn eul levr eûz a Voizez dirâg ar bobl; hag é oé kavet skrivet enn-han̄ pénaoz na dlé bikenn ann Ammonited hag ar Voabited mon̄d é iliz Doué:
Ecclesiastes 9:15En em gavet eo bét enn-hi eunn dén paour ha fûr, péhini en deûz dieûbet kéar dré hé furnez; ha dén goudé-zé n’en deûz bét a én̄vor eûz ann dén paour-zé.