Kentañ Levr ar Rouaned 9:7
Ha David a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz két a aoun; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 9
Cross References
Ruth 2:11Ha Booz a lavaraz d’ézhi: Klévet am eûz kémen̄d éc’h eûz gréat é-kén̄ver da vamm-gaer goudé marô da bried; ha pénaoz éc’h eûz kuitéet da géren̄t hag ann douar é péhini oud ganet, hag oud deûet é-touez tûd ha na anavézez két ken̄t.
1 Samuel 22:23Sellit-pîz ha gwélit ann holl lec’hiou, é péré en em guz: ha pa vézô pép trâ diarvar, distrôit d’am c’havout évit ma’z inn gan-é-hoc’h: ha pa vé en em guzet enn douar, é c’houiḻinn anézhan̄ é holl vilédou Juda.
2 Samuel 9:3Hag ar roué a lavaraz: Ha choumet ez eûz unan-bennâg eûz a di Saül da béhini é hellinn ôber trugarez Doué? Ha Siba a lavaraz d’ar roué: Choum a ra eur mâb da Jonatas, hag hén̄ diners enn hé dreid.
2 Samuel 12:8Rôed em eûz d’id tî da aotrou, ha gragez da aotrou enn da gerc’hen, ha rôed em eûz d’id tî Israel ha Juda: ha mar d-eo bihan kémen̄t-sé, é rôinn c’hoaz d’id kals muioc’h.