The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 19

1Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz Naas, roué mipien Ammon, a varvaz; hag hé vâb a rénaz enn hé léac’h.

2Ha David a lavaraz: Mé a rai trugarez é-kén̄ver Hanon, mâb Naas; râg hé dâd en deûz gréat trugarez em c’hén̄ver. David éta a gasaz kannaded évid dizoania anézhan̄ diwar-benn marô hé dâd. Hôgen pa oé deûet ar ré-man̄ é brô mipien Ammon évid dizoania Hanon,

3Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon: Té a gred martézé pénaoz eo évid énori da dâd hag évid da zizoania en deûz David kaset tûd étrézég enn-oud; ha na wélez két pénaoz n’eo deûet hé zervicherien néméd évit spia da vrô, sellout-pîz out-hî, hag he anaoud ervâd?

4Hanon éta a douzaz penn ha barô servicherien David, hag a drouc’haz hô saéou adaleg hô réor bétég ann treid, hag hô c’hasaz-kuît.

5Pa oé éat ar ré-man̄ kuît, ha p’hô dôé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é kasaz-hén̄ d’hô diambrouga (râg eunn dismégan̄s vrâz a oa c’hoarvézet gan̄t-hô); hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô choum é Jériko, kén na vijé kresket hô barô, ha distrei goude-zé.

6Hôgen mipien Ammon, kenn Hanon, kenn ann holl bobl, ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz mil talan̄t arc’han̄t, évid digas kirri ha marc’heien eûz ar Mésopotamia, eûz ar Siria-Maac’ha, hag eûz a Zoba.

7Hag hî a zigasaz gan̄t-hô daou vil karr ha trégon̄t, ha roué Maac’ha gan̄d hé bobl. Pa oé deûet ar ré-man̄, e steñchon̄t hô c’hamp dirâk Médaba. Mipien Ammon ô véza ivé en em zastumet eûz hô c’heriou, a zeûaz d’ar brézel.

8Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé wella brézélidi.

9Ha mipien Ammon ô véza deûet er-méaz, a reizaz hô armé é-tâl dôr kéar; hag ar rouéed a oa deûet d’hé skoazia en em lékéaz enn eil dû er mésiou.

10Joab éta ô wélout pénaoz é oa daré da véza taget araog hag adré, a réaz eunn dibab é-touez ar ré galounéka eûz a Israel holl, hag é kerzaz a-éneb ar Siried.

11Ar ré all eûz ar bobl a oé lékéat dindân galloud Abisai hé vreûr (T); hag hî a gerzaz a-énep mipien Ammon.

12Hag hén̄ a lavaraz: Mar béz ar Siried tréac’h d’in, é ken-nerzi ac’hanoun; hôgen mar béz tréac’h mipien Ammon d’id, mé a gen-nerzo ac’hanod.

13Kalounéka, ha stourmomp stard évid hor bobl hag évit keriou hon Doué; hag ann Aotrou a rai ar péz a zô mâd dira-z-han̄.

14Joab éta, hag ar bobl a oa gan̄t-han̄, a stourmaz a-énep ar Siried, hag hô lékéaz da déc’hi.

15Hôgen pa wélaz mipien Ammon pénaoz é oa téc’het ar Siried, é tec’hchon̄t ivé dirâg Abisai hé vreûr, hag éz éjon̄t ébarz ar géar; ha Joab a zistrôaz ivé da Jéruzalem.

16Pa wélaz ar Siried pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, é kaschon̄t kannaded évid digas ar Siried a oa enn tû all d’ar ster: Sofac’h, prin̄s armé Adarézer, a oa é penn d’ézhô.

17Pa glévaz David kémen̄t-sé, é strollaz holl armé Israel, é treûzaz ar Jourdan, en em daolaz war-n-ézhô, hag é reizaz hé armé enn hô énep, é-pâd ma stourmen̄t kaer.

18Hôgen ar Siried a déc’haz dirâg Israel; ha David a dréc’haz seiz mil dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war droad, gan̄t Sofac’h, prin̄s ann armé.

19Pa wélaz servicherien Adarézer pénaoz é oan̄t bét trec’het gan̄d Israel, en em lékéjon̄t a dû gan̄d David, hag é servichchon̄t anézhan̄; hag a neûzé ar Siried na rôaz mui a skoazel da vipien Ammon. ———— XX. PENNAD. David a gastiz ann Ammonited, hag a drec’h ar Filistined.

← Eil Levr an Danevelloù 18Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 20 →

Study Eil Levr an Danevelloù 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829