Eil Levr an Danevelloù 20:3
Kâs a réaz er-méaz ann dûd a oa enn-hi; hag é lékéaz da dréménout war-n-ézhô traénellou, ha kirri gan̄t bégou ha lavnennou houarn, évid hô dispenna hag hô frika: ével-sé é réaz David da holl geriou mipien Ammon; hag é tistrôaz gan̄d ann holl bobl da Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 20
Cross References
Judges 8:6Hag ar pennou vrâz eûz a Sokkot a lavaraz: Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn, ha dré-zé éo é c’houlennez é rôjemb bara d’as armé.
2 Samuel 12:31Hag ô véza lékéat ar bobl er-méaz, é heskennaz anézhô, é frikaz anézhô gan̄t kirri houarnet, é trouc’haz anézhô a dammou gan̄t koun̄tilli, é taôlaz anézhô é forniou: hag ével-sé é réaz da holl geriou mipien Amnon. Ha David hag hé holl armé a zistrôaz da Jéruzalem. ———— XIII. PENNAD. Amnon a wall Tamar hé c’hoar. Absalom a laka hé laza é-kreiz eur banvez.
1 Chronicles 19:2Ha David a lavaraz: Mé a rai trugarez é-kén̄ver Hanon, mâb Naas; râg hé dâd en deûz gréat trugarez em c’hén̄ver. David éta a gasaz kannaded évid dizoania anézhan̄ diwar-benn marô hé dâd. Hôgen pa oé deûet ar ré-man̄ é brô mipien Ammon évid dizoania Hanon,