Eil Levr an Danevelloù 20
1Hôgen a-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed mon̄d d’ar brézel, Joab a strollaz eunn armé eûz ar ré galounéka eûz ar vrézélidi; hag hén̄ a wastaz brô mipien Ammon: hén̄ a gerzaz hag a c’hrounnaz Rabba. Hôgen David a choumaz é Jéruzalem, é-pâd ma stourmé Joab out Rabba; hag hén̄ a géméraz anézhi.
2Neûzé David a géméraz kurunen Melc’hom diwar hé benn, hag é kavaz enn-hi ar poéz eûz a eunn talan̄t aour, ha mein talvouduz-brâz, hag é réaz gan̄t-hi eunn taled-roué évit-han̄: kalz a breiz a géméraz c’hoaz er géar-zé.
3Kâs a réaz er-méaz ann dûd a oa enn-hi; hag é lékéaz da dréménout war-n-ézhô traénellou, ha kirri gan̄t bégou ha lavnennou houarn, évid hô dispenna hag hô frika: ével-sé é réaz David da holl geriou mipien Ammon; hag é tistrôaz gan̄d ann holl bobl da Jéruzalem.
4Goudé-zé é savaz brézel é Gazer a-éneb ar Fiiistined: énô eo é lazaz Soboc’hai ann Husatiad, Safai eûz a wenn al lan̄gouinéged, hag hén̄ a vézékaaz anézhô.
5Eur brézel all a oé gréat a-éneb ar Filistined, é péhini Élébanan, mâb Jair eûz a Vétléhem, a lazaz eur breûr da C’haliat eûz a C’het, péhini en dôa eur fust-gwâf ével karvan ar wiaderien.
6Eur brézel all a c’hoarvézaz é Get, é péhini en em gavaz eunn dén brâz direiz, péhini en doa c’houec’h biz, da lavaroud eo, pévar war-n-ugen̄t enn holl. Hé-man̄ a oa ivé ganet eûz a wenn al lan̄gouinéged.
7Hé-man̄ a gunuc’hé Israel; ha Jonatan, mâb Samaa, breûr David, a lazaz anézhan̄. Ar ré-zé eo mipien al lan̄gouinéged é Get, péré a gouézaz dindân dourn David, ha dindân dourn hé zervicherien. ———— XXI. PENNAD. David a laka da nivéri ar bobl. Doué a gâs d’ézhan̄ ar vosen.