Eil Levr an Danevelloù 25:6
Holl é oan̄t dindân dourn hô zâd évit kana é templ ann Aotrou, hag évit c’hoari gan̄t simbalou, ha saltérionou, ha télennou, da zervich tî ann Aotrou hervez gourc’hemenn ar roué, da lavaroud eo, Asaf, hag Iditun, hag Héman.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 25
Cross References
1 Chronicles 15:16David a lavaraz ivé da brin̄sed al Lévited lakaat tûd eûz hô breûdeûr é-touez ar barzed, évit kana, hag évit c’hoari gan̄t télennou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t simbalou, évit ma vijé klévet a bell ar son eûz hô lévénez.
1 Chronicles 15:22Hôgen Kouénias, prin̄s al Lévited, a oa da benn war ar c’hân; hag hén̄ eo a gané da gen̄ta; râg gwiziek-brâz é oa.
1 Chronicles 25:1David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.
Nehemiah 11:17Ha Matania, mâb Mic’ha, mâb Zébédei, mâb Asaf, a oa da benn war ar ré a veûlé hag a an̄savé gloar ann Aotrou er béden, ha Bekbésia, ann eil eûz hé vreûdeûr, hag Abda, mâb Samua, mâb Galal, mâb Iditum:
Nehemiah 12:46Hag Israel holl, é deisiou Zorobabel, hag é deisiou Néhémias, a rôaz bemdez hô lôd d’ar ganerien ha d’ar borsierien: rei a réan̄t ivé eûz ann traou san̄tel d’al Lévited, hag al Lévited a rôé eûz ann traou san̄tel da vipien Aaron. ———— XIII. PENNAD. Al lézen a zô lennet. Néhémias a gastiz kalz direisiou.