Levr Nehemia 11:17
Ha Matania, mâb Mic’ha, mâb Zébédei, mâb Asaf, a oa da benn war ar ré a veûlé hag a an̄savé gloar ann Aotrou er béden, ha Bekbésia, ann eil eûz hé vreûdeûr, hag Abda, mâb Samua, mâb Galal, mâb Iditum:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Ann holl Lévited er géar zan̄tel; pévar ha pévarzég-ugen̄t.
Cross References
1 Chronicles 9:15Ha Bakbakar ar c’halvez, ha Galal, ha Matania, mâb Mika, mâb Zékri, mâb Asaf.
1 Chronicles 16:41Goudé Sadok é oa Héman, hag Iditun, hag ar ré all péré a oa bét dilennet, pép-hini diouc’h ma oa hanvet évit meûli ann Aotrou, ô véza ma eo peur-baduz hé drugarez.
1 Chronicles 25:6Holl é oan̄t dindân dourn hô zâd évit kana é templ ann Aotrou, hag évit c’hoari gan̄t simbalou, ha saltérionou, ha télennou, da zervich tî ann Aotrou hervez gourc’hemenn ar roué, da lavaroud eo, Asaf, hag Iditun, hag Héman.
Nehemiah 12:8Hag al Lévited: Jésua, Bennui, Kedmihel, Sarébia, Juda, Matanias, péré a oa da benn gan̄d hô breûdeûr, war ar ganaouennou-san̄tel.
Nehemiah 12:25Matania, ha Bekbésia, Obédia, Mosollam, Telmon, Akkub, péré a ziwallé ann ôriou hag ar borchédou war harz ann ôriou.
Nehemiah 12:46Hag Israel holl, é deisiou Zorobabel, hag é deisiou Néhémias, a rôaz bemdez hô lôd d’ar ganerien ha d’ar borsierien: rei a réan̄t ivé eûz ann traou san̄tel d’al Lévited, hag al Lévited a rôé eûz ann traou san̄tel da vipien Aaron. ———— XIII. PENNAD. Al lézen a zô lennet. Néhémias a gastiz kalz direisiou.