The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 25

1David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.

2Eûz a vipien Asaf: Zac’hur, ha Josef, ha Natania, hag Asaréla, mipien Asaf, péhini hô lékéa da gana hervez gourc’hémenn ar roué.

3É-kén̄ver Iditun: mipien Iditun, Godolias, Sori, Jéséias, hag Hasabias, ha Matatias, c’houéac’h, dindân dourn Iditun, hô zâd, péhini a c’hoarié war ann délen oc’h an̄savout hag ô veûli ann Aotrou.

4Hag Héman ivé: mipien Héman, Bokkiau, Mataniau, Oziel, Subuel, ha Jérimot, Hananias, Hanani, Éliata, Geddelti; ha Romemtiézer, ha Jesbakassa, Melloti, Otir, Mahaziot.

5Ar ré-zé holl a oa mipien da Héman, Gwéler ar roué, péhini a veûlé galloud Doué enn hé ganaouennou; ha Doué a rôaz da Héman pévarzék mâb ha teir merc’h.

6Holl é oan̄t dindân dourn hô zâd évit kana é templ ann Aotrou, hag évit c’hoari gan̄t simbalou, ha saltérionou, ha télennou, da zervich tî ann Aotrou hervez gourc’hemenn ar roué, da lavaroud eo, Asaf, hag Iditun, hag Héman.

7Hôgen ann niver eûz ar ré-man̄ gan̄d hô breûdeûr, péré a oa tûd zesket évit kana ha lakaad da gana meûleûdi ann Aotrou, a oa eûz a zaou chan̄t eiz ha pévar-ugen̄t.

8Hag hî a daolaz d’ar sort é pép reiz, hép nép kemm, daoust pé brâz, pé bihan, daoust pé desket, pé dizesket.

9Hag ar c’hen̄ta sort a gouézaz da Jozef, pehini a oa eûz a dî Asaf: ann eil da C’hodolias, d’ézhan̄ ha d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

10Ann trédé da Zakkur, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

11Ar pévaré da Isari, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

12Ar pempved da Natanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

13Ar c’houec’hved da Vokkiau, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

14Ar seizved da Isrééla, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

15Ann eizved da Jésaia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

16Ann naved da Vatanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

17Ann dékved da Zéméia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

18Ann unnékved da Azaréel, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

19Ann daouzékved da Hasabias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

20Ann trizékved da Zubael, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

21Ar pévarzékved da Vatatias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr: daouzék.

22Ar pemzékved da Jérimot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

23Ar c’houezékved da Hananias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

24Ar seitékved da Jesbakasa, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzek.

25Ann triouec’hved da Hanani, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

26Ann naon̄tékved da Velloti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

27Ann ugen̄tved da Éliata, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

28Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Otir, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék.

29Ann eil war-n-ugen̄t da C’heddelti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr: daouzék.

30Ann trédé war-n-ugen̄t da Vahaziot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék,

31Ar pévaré war-n-ugen̄t da Romemtiézer, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr; daouzék. ———— XXVI. PENNAD. Kargou porsierien ann templ.

← Eil Levr an Danevelloù 24Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 26 →

Study Eil Levr an Danevelloù 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829