Eil Levr an Danevelloù 29:3
Ouc’h-penn kémen̄t-sé em eûz kenniget évit tî va Doué, em eûz ivé rôet eûz va madou va-unan aour hag arc’han̄t évit templ va Doué, hép nivéri ar péz em eûz aozet évit tî ar san̄tuar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 29
Cross References
1 Chronicles 21:24Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄: Na vézô két gréat ével-sé; hôgen mé a rôi d’id ar péz a dâl; râk na dléann két tenna diouz-id ar péz a gennigfenn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk goudé ma vé bét rôet d’in.
1 Chronicles 22:14Chétu mé em paouren̄tez em eûz aozet ar péz a zô réd évit tî ann Aotrou; kan̄t mil talan̄t aour, ha mil war vil talan̄t arc’han̄t; hag eul lod arem hag houarn diboéz ha diniver; koat ha mein em eûz aozet évit kémen̄d a zô réd.
Psalms 27:4Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.
Psalms 84:10Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.
Proverbs 3:9Énor ann Aotrou gan̄t da vadou, ha rô d’ézhan̄ ar préveûdi eûz da holl frouez: