Eil Levr an Danevelloù 6:49
Hôgen Aaron hag hé vipien a gennigé kémen̄d a losked war aoter ar sakrifisou-losk ha war aoter al louzou-c’houés-vâd, é holl garg san̄t ar zen̄t; hag hî eo a bédé évid Israel, hervez kemen̄d en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
48Al Lévited all hô breûdeûr, a oa dileûret da zervich tabernakl tî ann Aotrou.
50Hôgen ar ré-man̄ a oa mipien Aaron: Eléazar hé vâb, Finéez hé vâb, Abisué hé vâb,
Read all of Eil Levr an Danevelloù 6
Cross References
Leviticus 1:5Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 21:1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô: N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz;
Numbers 16:16Neûzé é lavaraz da Goré: En em likit war-c’hoaz dirâg ann Aotrou, té ha da holl strollad enn eunn tû, hag Aaron enn eunn tû all.