Leviegezh 21:1
Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô: N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 10:6Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien: Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.
Leviticus 21:11Ha na d-ai két bikenn étrézég eur c’horf marô; ha n’en em zic’hlanô két zô-kén enn abek d’hé dâd na d’hé vamm.
Numbers 19:14Chétu al lézen évid ann dén a varv enn hé delt: kémen̄d hini a iélô enn hé delt, ha kémen̄t léstr a vézô enn-han̄, a vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez.
Ezekiel 44:25N’az ain̄t két el léac’h ma vézô eunn dén marô, gan̄d aoun na ven̄t saotret, némét ma vé hô zâd pé hô mamm, hô mâb pé hô merc’h, hô breûr pé hô c’hoar, ma n’é deûz két bét eunn eil ozac’h; saotret é vé gan̄t-hô.
Malachi 2:1Chétu mé a gâs va éal, péhini a aozô ann hen̄t dirâk va dremm. Ha râk-tâl é teûi enn hé dempl ann trec’her a glaskit, hag éal ar gévrédigez a vennit. Chétu é teû, émé Aotrou ann arméou.