Leviegezh 1:5
Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.
6Goudé béza digroc’hennet ann hostiv, é trouc’hin̄t hé izili a dammou.
Cross References
Leviticus 1:11Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter;
Leviticus 3:2Hag é lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi; hag ar véleien, mipien Aaron, a skuḻô ar goad war-dro ann aoter.
Leviticus 3:13É lakai hé zourn war hé fenn, hag é lazô anézhi é-tâl dôr tabernakl ann désténi; ha mipien Aaron a skuḻô hé goad war-drô ann aoter.
Leviticus 16:15Ha goudé ma en dévézô lazet ar bouc’h évit péc’hed ar bobl, é tougô hé c’hoad enn diabarz eûz ar wél, ével ma eo bét gourc’hémennet diwar-benn goad al leûé, évit ma sparfô dirâg ann orakl,