Eil Levr Shmouel 12:19
Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel: rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou. 29 Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 12
Cross References
1 Samuel 7:5Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Chétu oud deûet da véza kôz, ha da vipien na gerzon̄t két enn da hen̄chou: laka eur roué war-n-omp, évit ma varnô ac’hanomp, ével ma hô deûz ann holl vrôadou.
1 Samuel 8:6Hag ar paotr a lavaraz d’ézhan̄; Chétu eur gear é péhini éz eûz eunn dén Doué, eunn dén brudet-brâz: kémen̄d a lavar, a c’hoarvez héb arvar: déomp dî bréman̄: martézé é sklériô ac’hanomp war ann abek évit péhini omp deûet.
Job 42:8Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h: gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
Isaiah 26:16Râk-sé ann Aotrou Doué a lavar ével-henn: Chétu é likiinn da ziazez da Zion eur méan, eur méan arnodet, kornek, talvouduz-brâz, a vézô eunn diazez stard; néb a gréd na hastet két.