Levr Job 42:8
Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h: gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 23:1Neûzé Balaam a lavaraz da Valak: Saô aman̄ d’in seiz aoter; hag aoz seiz leûé ha kémen̄d all a dourzed.
Numbers 23:29Balaam a lavaraz dézhan̄: Saô aman̄ d’in seiz aoter, hag aoz seiz leûé, ha kémen̄d all a dourzed.
1 Chronicles 15:26Ha p’en dôé Doué ken-nerzet al Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, é oé lazet seiz tarô ha seiz tourz.
Job 1:5Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré: Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.
Job 35:8Da fallagriez a noazô d’ann dén a zô hén̄vel ouz-id: ha da éeunder a vézô da skoazel da vâb ann dén.