The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 12

1Ével eur bugel bloaz é oa mâd Saül, pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz er chiz-sé daou vloaz war Israel. (M).

2Ha Saül a zilennaz évit-han̄ tri mil dén eûz a Israel: daou vil a ioa gan̄t Saül é Mac’hmas, ha war vénez Bétel, ha mil gan̄t Jonatas é Gabaa Ben̄jamin; hag ar ré all eûz ar bobl a oé kaset pép-hini d’hé delt.

3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.

4Hag holl Israel a glévaz ar vrûd-man̄: Tréc’het eo bét gan̄t Saül gward ar Filistined. Hag Israel a zavaz a-éneb ar Filistined: hag ar bobl en em zastumaz gan̄t garmou enn-drô Saül é Galgala.

5Ar Filistined eo em strollaz ivé évit stourmi a-éneb Israel, gan̄t trégon̄t mil karr, ha c’houec’h mil marc’hek, hag ar ré all eûz ar bobl, ker brâz hô niver hag ann tréaz a zô war aod ar môr. Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Mac’hmas, war-zû ar sâv-héol eûz a Vethaven.

6Pa wélaz tûd Israel pénaoz é oan̄t stardet striz (râg ar bobl a oa glac’haret), en em guzchon̄t er c’héviou hag er c’hoñouigou hag er reier hag er mougéviou hag er pun̄sou-glaô.

7Hôgen ann Hébréed all a dreûzaz ar Jourdan dirâk brô Gad ha Galaad. Ha pa édô c’hoaz Saül é Galgala, ann holl bobl a heûlié anézhan̄ a oa spoun̄tet-brâz.

8Hag hén̄ a c’hortozaz é-pâd seiz dervez, hervez m’en dôa kemennet Samuel, ha Samuel na zeûaz két da C’halgala, hag ar bobl a belléé diout-han̄.

9Ha Saül a lavaraz: Digasit d’in ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h. Hag hén̄ a gennigaz ar sakrifiz-losk.

10Ha goudé m’eo dôé kenniget ar sakrifiz, chétu é teûaz Samuel: ha Saül a iéaz war hé arbenn évid hé zaludi.

11Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ éc’h eûz-té gréat? Ha Saül a lavaraz: O véza ma em eûz gwélet pénaoz ar bobl a belléé diouz-in, ha né oaz két deûet en deiz éz pôa lavaret, ha ma oa en em zastumet ar Filistined é Mac’hmas;

12Em eûz lavaret: Bréma ar Filistined a ziskennô étrézég enn-oun é Galgala, ha n’em eûz két bét c’hoaz trugarez ann Aotrou. O véza ma oa réd d’in, em eûz kenniget ar sakrifiz-losk.

13Ha Samuel a lavaraz da Zaül: Diskian̄t é oaz pa (T) éc’h eûz hé c’hréat, ha n’éc’h eûz két miret ar gourc’hémenn en dôa rôet d’id ann Aotrou, da Zoué. Ma n’az pijé két gréat ann drouk-zé, ann Aotrou en divijé bréma krévéet da vikenn da garg a roué war Israel. (T).

14Hôgen da garg a roué na badô két enn amzer da zon̄t. Ann Aotrou en deûz klasket évit-han̄ eunn dén hervez he galoun; hag ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄ don̄t da réner war hé bobl, ô véza n’éc’h eûz két miret ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

15Neûzé Samuel a zavaz hag a biñaz eûz a C’halgala da C’habaa Ben̄jamin. Hag ar ré all eûz ar bobl ô von̄t war-lerc’h Saül a-éneb ar ré a zeûé da stourmi out-hô, a biñaz ivé eûz a C’halgala da C’habaa, war gréc’hen Ben̄jamin. Ha Saül a nivéraz hé bobl, hag a gavaz gan̄t-han̄ wardrô c’houec’h kan̄t dén.

16Ha Saül ha Jonatas hé vâb, hag ar bobl a oa gan̄t-hô a oa é Gabaa Ben̄jamin: hag ar Filistined hô dôa diazézet hô c’hamp é Mac’hmas.

17Don̄d a réaz neûzé er-méaz eûz a gamp ar Filistined teir van̄den évit preiza. Eur van̄den a gerzaz dré hen̄t Éfra, war-zû brô Saül;

18Eur van̄den all a iéaz dré hen̄t Bet-horon, hag ann drédé van̄den a drôaz étrézég ann hen̄t eûz a harzou krec’hen Séboim, râg-énep d’ann distrô.

19Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel: rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou. 29 Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.

20

21Râk-sé lemm ar souc’hiou, hag ar pigellou, hag ar ferc’hier, hag ar bouc’hili a oa divoédet hô broudou, hép na oant évit hô gwellaat. (M).

22Ha pa oé deûet deiz ann emgann, n’en em gavaz na klézé na goaf e dourn hini é-béd eûz ar ré a oa gan̄t Saül ha Jonatas, némét gan̄t Saül hép-kén ha Jonatas, hé vâb.

23Hôgen gward ar Filistined a zeûaz er-méaz eûz a Vac’hmas. ———— XIV. PENNAD. Jonatas a zô tréac’h d’ar Filistined.

← Eil Levr Shmouel 11Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 13 →

Study Eil Levr Shmouel 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031