Eil Levr Shmouel 12:5
Ar Filistined eo em strollaz ivé évit stourmi a-éneb Israel, gan̄t trégon̄t mil karr, ha c’houec’h mil marc’hek, hag ar ré all eûz ar bobl, ker brâz hô niver hag ann tréaz a zô war aod ar môr. Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Mac’hmas, war-zû ar sâv-héol eûz a Vethaven.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 12
Cross References
Job 16:19O douar, na c’hôlô két va goâd, ha na gavô két va garm léac’h é-bed évid en em guza enn-oud. (M).
Job 42:7P’en dôé ann Aotrou komzet enn doaré-zé out Job, é lavaraz da Élifaz, ann Témaniad: Saved eo va frouden ouz-id, hag oud da zaou viñoun, ô véza n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.