Eil Levr Shmouel 12:6
Pa wélaz tûd Israel pénaoz é oan̄t stardet striz (râg ar bobl a oa glac’haret), en em guzchon̄t er c’héviou hag er c’hoñouigou hag er reier hag er mougéviou hag er pun̄sou-glaô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 12
Cross References
Nehemiah 9:9Gwélet éc’h eûz ivé glac’har hon tadou enn Éjipt, ha klevet éc’h eûz hô garm war aod ar môr Rûz.
Psalms 78:12Burzudou en deûz gréat dirâg hô zadou é douar ann Éjipt, é kompézen Tanis.
Psalms 105:26Neûzé é kasaz Moizez hé zervicher; hag Aaron en dôa dibabet.
Isaiah 63:7Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.
Micah 6:4Ar gwella anézhô a zô ével eunn drézen, hag ar reiza ével eunn dréan spern. Deiz da wélédigez, deiz da emwél a zeû: neûzé e vézin̄t dispennet.