Eil Levr Shmouel 15:23
Ével-sé bé wéach ma krôgé é Saül ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, David a géméré hé délen, hag a souné war-n-ézhi gan̄d hé zaouarn, ha Saül a oa fréalzet, hag en em gave gwelloc’h: râg ar spéred droug a déc’hé diout-han̄. ———— XVII. PENNAD. David a lâz Goliat gan̄d eunn taol batalm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 15
Cross References
Leviticus 20:6Mar tistrô eunn dén diouz-in évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien hag ann diouganérien, ha mar teû d’en em c’hastaoui gan̄t-hô, é savô drouk enn-oun a-énep dézhan̄, hag é lazinn anéz-han̄̄ eûz a greiz hé bobl.
Numbers 14:9Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara; pelléat eo pép skoazel diout-hô; éma ann Aotrou gan-é omp; n’hô pézet két a aoun.
Joshua 22:15Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h;