Eil Levr Shmouel 15
1Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel: Bété pégeit é skuḻi-dé daérou war Zaül, pa em eûz hé zistolet évit na rénô mui war Israel? Karg da gorn a éôl, ha deûz, évit m’az kasinn da Isai ar Bétléhémit; râg é-touez hé vipien em eûz dilennet d’in eur roué.
2Ha Samuel a lavaraz: Pénaoz éz inn-mé? Râk Saül a glevô kémen̄t-sé hag a lazô ac’hanoun. Hag ann Aotrou a lavaraz: Kémer eul leûé eûz ann tropel gan-éz, ha lavar: Évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet.
3Ha galv Isai d’ar sakrifiz, ha mé a ziskouezô d’id ar péz ez pézô da ôber; ha té a éôliô ann hini a ziskouézinn d’id.
4Samuel a réaz éta ével m’en dôa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄. Don̄d a réaz da Vétléhem, hag ann hénaoured kéar a oé souézet; mon̄d a réjon̄t war hé arbenn hag é léverchon̄t: ha don̄t a rez da zigas ar péoc’h d’é-omp? (T).
5Hag hén̄ a lavaraz: Ar péoc’h a zigasann (T): évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet; en em zan̄télit, ha deûit gan-én̄, évit ma rinn ar sakrifiz. Hag hén̄ a zan̄télaz Isai hag hé vipien, hag hô galvaz d’ar sakrifiz.
6Ha pa oen̄t deûet ébarz, é wélaz Éliab, hag é lavaraz: Ha dirâg ann Aotrou éma hé éoliet?
7Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel: Na zell két piou eo da wélout, na pégen nag huel eo hé ven̄t, ô véza ma em eûz hé zistolet, ha na varnann két diouc’h gwél ann dén: râg ann dén a zell oud ar péz a wéleur, hôgen ann Aotrou a zell oud ar galoun.
8Hag Isai a c’halvaz Abinadab hag a zigasaz anézhan̄ dirâk Samuel. Ha Samuel a lavaraz: Né két hen-nez ken-nébeût en deûz dilennet ann Aotrou.
9Hag Isai a zigasaz Samma; ha Samuel a lavaraz diwar hé benn: N’en deûz két ken-nébeût ann Aotrou dilennet hen-nez.
10Isai a zigasaz éta hé zeiz vâb dirâk Samuel; ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: N’en deûz dilennet ann Aotrou hini eûz ar ré-zé.
11Ha Samuel a lavaraz da Isai: Hag ar ré-zé eo da holl vipien? Hag hén̄ a lavaraz: Unan bihan a choum c’hoaz, hag éma-hén̄ ô peûri ann dén̄ved. Ha Samuel a lavaraz da Isai: Kâs d’hé gerchout: râk na azézimp két ouc’h taol kén na vézô deûet aman̄.
12Kâs a réaz éta, hag é oé digaset dî. Hôgen ruspin é oa, a zoaré gaer ha koan̄t da wélout. Hag ann Aotrou a lavaraz: Saô, éôḻ anézhan̄; râg hennez eo.
13Samuel a géméraz éta ar c’horn éôl hag a éôliaz anézhan̄ é kreiz hé vreûdeûr: ha spéred ann Aotrou a zeûaz war Zavid enn deiz-zé, hag a choumaz abaoé. Ha Samuel a zavaz hag a iéaz da Ramata.
14Hôgen spéred ann Aotrou a iéaz-kuît diouc’h Saül, hag eur spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géfluské anézhan̄.
15Ha servicherien Saül a lavaraz d’ézhan̄: Chétu ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géflusk ac’hanod.
16Mar kâv-mâd hon aotrou, hé zervicherien a zô war-drô d’ézhan̄, a gerc’hô eunn dén a wézô séni gan̄d ann délen, évit, pa grôgô enn-od ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, ma sounô gan̄d hé zourn, ha ma en em gavi gwelloc’h.
17Ha Saül a lavaraz d’hé zervichericn: Klaskid éta d’in eur ré hag a wézô séni ervâd gan̄d ann délen, ha digasit-hén̄ d’in.
18Hag unan eûz ar baotred a lavaraz: Chétu em eûz gwélet mâb Isai, ar Bétléhémit, a oar séni gan̄d ann délen, a zô eunn dén kré-brâz, dén a vrézel, fûr enn hé gomziou, ha dén kaer: hag ann Aotrou a zô gan̄t-han̄.
19Saül a gasaz éta kan̄naded da Isai évit lavarout d’ézhan̄: Kâs d’in da vâb David a zô er peûrvan.
20Isai a géméraz éta eunn azen war béhini é lékéaz bara hag eur pôdad gwîn hag eur menn gavr, hag hô c’hasaz da Zaül dré zourn David, hé vâb.
21Ha David ô véza deûet da gavout Saül, a choumaz enn hé zâ dira-z-han̄. Ha Saül a garaz anézhan̄ kalz hag hel lékéaz da floc’h d’ézhan̄.
22Ha Saül a gasaz da lavarout da Isai: Ra choumô David dira-z-oun; râk kavet en deûz grâs dirâk va daou-lagad.
23Ével-sé bé wéach ma krôgé é Saül ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, David a géméré hé délen, hag a souné war-n-ézhi gan̄d hé zaouarn, ha Saül a oa fréalzet, hag en em gave gwelloc’h: râg ar spéred droug a déc’hé diout-han̄. ———— XVII. PENNAD. David a lâz Goliat gan̄d eunn taol batalm.