Leviegezh 20:6
Mar tistrô eunn dén diouz-in évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien hag ann diouganérien, ha mar teû d’en em c’hastaoui gan̄t-hô, é savô drouk enn-oun a-énep dézhan̄, hag é lazinn anéz-han̄̄ eûz a greiz hé bobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7En em zan̄télit ha bézit sen̄t, rak mé eo ann Aotrou hô Toué.
Cross References
Leviticus 19:26Na zebrot nétra gan̄d ar goâd. Na ziouganot két; ha na arvestot két ann huvréou.
Leviticus 20:27Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô: labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô. ———— XXI. PENNAD. Dléadou ar véleien.
Deuteronomy 18:10Pa c’houlenni digan̄d da nésa eunn dra-bennâg a dlé d’id, n’az î két enn hé dî évit kâs eur gwéstl gan-éz;
1 Chronicles 10:13Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez;
Isaiah 8:19Ha pa livirin̄t d’é-hoc’h: Én̄vorit ar gelc’hierien hag ann diouganerien, péré a zoroc’h enn hô strôbinellou: Eur bobl hag hén̄ na én̄vor két hé Zoué, évid ar ré véô d’ar ré varô?