Eil Levr Shmouel 16:5
Eunn tôg-arm en dôa war hé benn, ha gan̄d eunn harnez skan̄tennek e oa gwisket; hag hé harnez a boézé pemp mil sikl arm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Morzédennou arm en dôa war hé ziwesker; hag eunn diren arm a c’hôlôé hé ziskoaz.
Read all of Eil Levr Shmouel 16
Cross References
Numbers 11:8Ar bobl a iéa war-drô hag a zastumé anézhan̄; neûzé é valé anézhan̄ dindân ar méan-vilin, pé é vrévé anézhan̄ enn eul léstr-brév; hé lakaad a réa da boaza enn eur pôd, hag é réa gan̄t-han̄ tourtellou péré hô dôa ar vlâz ével eûz a vara glépiet gan̄d éôl.
Joshua 7:13Saô, santéla ar bobl, ha lavar dézhô: En em zan̄télit évit war-c’hoaz; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué Israel: Éma ann anaoué enn da greiz, ô Israel; na helli két derc’hel stard oud da énébourien, kén na vézô gwastet eûz hô touez ann hini a zô kabluz eûz ar gwall-zé.
1 Chronicles 12:18Hôgen ar spéred a zeûaz war Amarai péhini a oa da benn war drégon̄t, hag hén̄ a lavaraz: D’id omp, ô David, ha gan-éz, mâb Isai; péoc’h, péoc’h d’id, ha péoc’h d’ar ré a gen-nerz ac’hanod; râk da Zoué eo a zô da gen-nerz d’id. David éta hô digéméraz, hag a lékéaz anézhô da brin̄sed enn hé armé.
Job 1:5Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré: Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.
Joel 2:16Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem: ann én̄vou hag ann douar a grénô: hôgen ann Aotrou a vézô géd hé bobl, ha ners mipien Israel.