Eil Levr Shmouel 20:5
Ha David a lavaraz d’ar Bélek- brâz: E-kén̄ver ar péz a zell oud ar c’hragez, n’omp két éat d’hô c’havout abaoé déac’h hag ann derc’hen̄t émomb en em lékéat enn hen̄t; ha diḻad va zûd a zô ivé glân. Koulskoudé ann hen̄t en deûz hô saotret; hôgen hiriô é vézin̄t glanet ivé enn hô diḻad.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 20
Cross References
Numbers 10:10Pa réot banvez, pa lidot deisiou goél, pé ann deisiou ken̄ta eûz ar misiou, é sonot ann drompiḻou war ar sakrifisou-losk ha war ann hostivou a béoc’h, évit ma vézin̄t da goun d’é-hoc’h eûz hô Toué. Mé zô ann Aotrou, hô Toué.
1 Samuel 19:2Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄: Doué ra virô; na varvi két, râk va zâd na ra nétrâ, na brâz na bihan, héb hé lavarout d’in. Hag ann dra-zé hép-kén en défé-hén̄ kuzet d’in? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé.
Psalms 81:3Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.