Levr ar Salmoù 81:3
Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Blow up the trumpet in the new moon, in the time appointed, on our solemn feast day.
In Context
2Kémérit ar psalm, ha skôit war ann daboulin: c’hoariit gan̄d al liren c’houék ha gan̄d ann délen.
4Râg eul lézen eo enn Israel, hag eur c’hélen eûz a Zoué Jakob.
Cross References
Leviticus 23:24Lavar da vugalé Israel: Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).
Numbers 15:3Ha pa gennigot d’ann Aotrou pé eur sakrifiz-losk, pé eur viktim ô sévéni hô kwéstlou, pé ô kenniga a-ioul hô rôou, pé ô tévi enn hô lidou brâz kennigou a c’houés vâd d’ann Aotrou, pé a éjenned, pé a zen̄ved;
Deuteronomy 16:15Hé zâd hag hé mamm a gémérô anézhî, hag a gasô gan̄t-hô arwésiou hé gwerc’hded da hénaoured kéar a vézô é-tâl ar pors;
1 Chronicles 15:16David a lavaraz ivé da brin̄sed al Lévited lakaat tûd eûz hô breûdeûr é-touez ar barzed, évit kana, hag évit c’hoari gan̄t télennou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t simbalou, évit ma vijé klévet a bell ar son eûz hô lévénez.
1 Chronicles 15:24Hôgen Sébénias, ha Josafat, ha Natanael, hag Amasai, ha Zakarias, ha Banaias, hag Éliézer, ar véleien, a zoné gan̄t kornou é-raok arc’h Doué; hag Obédédom, ha Jéhias a oa porsierien ann arc’h.
1 Chronicles 16:42Héman̄ hag Iditun a zoné ivé gan̄d ar c’horn boud, hag a c’hoarié gan̄d ar simbalou, ha gan̄d ar binviou all, évit kana meûleûdiou Doué: hôgen mipien Iditun a lékéaz da borsierien.