The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 20

1Neûzé David a iéaz da Nobé étrézég Akimélek ar Bélek- brâz: hag Akimélek a oé souézet-brâz, ô véza ma oa deûet David; hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg oud-dé da-unan, ha n’eûs-hén̄ dén gan-éz?

2Ha David a lavaraz da Akimélek ar Bélek- brâz: Ar roué en deûz gourc’hémennet d’in eunn dra, ô lavarout: Na wézet dén pérâg em eûz da gaset, na pétrâ em eûz gourc’hémennet d’id: ha dré-zé eo em eûz rôet emwél d’am zûd tû-man̄ ha tû-hon̄t.

3Ma éc’h eûz éta bréman̄ eunn drâ-bennâg dindân da zourn, pé pemp torz vara, pé ar péz a gavi, rô-hén̄ d’in.

4Hag ar Bélek- brâz a lavaraz da Zavid: n’em eûz két a vara évid ar bobl dindân va dourn, hôgen bara san̄tel hép-kén: gan̄t ma vézô glân da dûd, dreist-holl e-kén̄ver ar c’hragez.

5Ha David a lavaraz d’ar Bélek- brâz: E-kén̄ver ar péz a zell oud ar c’hragez, n’omp két éat d’hô c’havout abaoé déac’h hag ann derc’hen̄t émomb en em lékéat enn hen̄t; ha diḻad va zûd a zô ivé glân. Koulskoudé ann hen̄t en deûz hô saotret; hôgen hiriô é vézin̄t glanet ivé enn hô diḻad.

6Ar Bélek- brâz a rôaz éta d’ézhan̄ bara san̄télet; râk na oa énô bara all é-béd néméd ar baraou kennig a oa bét tennet a zirâg ann Aotrou évit lakaat baraou tomm.

7Hôgen enn deiz-zé en em gavaz énô, enn diabarz eûz-a dabernakl ann Aotrou, unan eûz a zervicherien Saül, eunn Iduméad hanvet Doeg, ar c’hen̄ta é-touez mesaerien Saül.

8Hôgen David a lavaraz da Akimélek: Ha n’éc’h eûz két dindân da zourn eur spék pé eur c’hlézé? Rak n’em eûz két kaset gan-én̄ va c’hlézé, na va armou, ô véza ma hasté kalz gourc’hémenn ar roué.

9Hag ar Bélek- brâz a lavaraz: Chétu klezé Goliat ar Filistin éc’h eûz lazet é traon̄ien ann Térébin̄t, hag a zô gôlôet gan̄d eunn tamm mézer adré d’ann éfod. Mar fell d’id hé gémérout, kémer; râk n’eûz aman̄ hini all é-béd némét-han̄. Ha David a lavaraz: Neûz hini hén̄vel oud hen-nez; rô-hén̄ d’in.

10David éta a zavaz hag a déc’haz enn deiz-zé eûz a zirâk Saül; hag éz éaz étrézég Akis, roué Get.

11Ha servicherien Akis a lavaras d’ézhan̄ pa wélchon̄t David: Ha né két hen-nez David, roué ar vrô? Ha né két évid hen-nez eo bét kanet enn dan̄sou, ô lavarout: Saül en deûz lazet mîl, ha David dék mil?

12Hôgen David a lékéaz ar c’homziou-zé enn hé galoun, hag en dôé eur spoun̄t brâz râg Akis, roué Get.

13Hag hén̄ a zislébéré hé zremm dira-z-hô, hag en em lezé da gouéza étré hô daouarn, hag en em stoké out postou ann ôr, hag a lezé hé c’hlaouren da gouéza war hé varô.

14Hag Akis a lavaraz d’hé zervicherien: C’houi a wél pénaoz ann dén-zé a zô diskian̄t. Pérâg hoc’h eûz-hu hé zigaset d’in?

15Ha n’hon eûz-ni két a-walc’h a dûd-diboell, évid digas hé-man̄ da ziboella dira-z-oun? Hag ann dén-zé a dléfé béza deûet em zi? ———— XXII. PENNAD. David a ia da gavout roué Moab. Saül a iaka da laza béleien Nobé.

← Eil Levr Shmouel 19Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 21 →

Study Eil Levr Shmouel 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031