Eil Levr Shmouel 25:13
David éta a géméraz ar wâf hag ar pôd-dour a ioa out penn-wélé Saül; hag hî a iéaz-kuît. Ha dén n’en dôa hô gwélet, na gwézet kémen̄t-sé, na bét dihun; hôgen holl é oan̄t kousket, ô véza ma oa kouézet wâr-n-ézhô kousk-mîk ann Aotrou. 13 Pa oé tréménet David enn tû all, é savaz war benn ar ménez a bell; râk eur pennad balé hirr a ioa étré hén̄ hag ar c’hamp;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 25
Cross References
Joshua 9:14Ann dûd a géméraz eûz hô boéd, ha na c’houlenchon̄t két ali ann Aotrou.
1 Samuel 23:13Ra varnô ann Aotrou étré mé ha té, ha ra ven̄jô ann Aotrou ac’hanoun diouz-id: hôgen na zavô két va dourn war-n-oud.
1 Samuel 27:2Ha David a lavaraz da Akis: Bréma é wézi pétrâ a rai da zervicher. Hag Akis a lavaraz da Zavid: Ha mé as lakai bépréd da ziwall ac’hanoun. (T).
Proverbs 16:32Ann dén a oar gouzan̄v hé boan a zô gwelloc’h (T) égéd ann dén kalounek; hag ann hini a oar aotrounia hé spéred, égéd ann hini a gémer ar c’heriou dré nerz.
Proverbs 19:11Gwiziégez ann dén a anavézeur diouc’h hé habaskded; hag hé c’hloar eo mon̄d dreist ar fallagriéz.