Eil Levr Shmouel 25
1Ha tûd Zif a zeûaz da gavout Saül é Gabaa, hag a lavaraz d’ézhan̄: Chétu David a zô kuzet é kréac’h Hachila, a zô râg-énep d’ann distrô.
2Ha Saül a zavaz hag a ziskennaz da zistrô Zif, ha gan̄t-han̄ tri mil dén dilennet eûz a Israel, évit klask David é distrô Zif.
3Ha Saül a steñas hé gamp war gréac’h Hachila, péhini a zô râg-énep d’ann distrô war ann hen̄t: hôgen David a choumé enn distrô: ha pa wélaz pénaoz é teûé Saül war hé lerc’h enn distrô,
4E kasaz spierien, hag é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül dî évit-gwîr.
5Ha David a zavaz didrouz hag a zeûaz d’al léac’h é péhini édô Saül: ha pa en dôé gwélet al léac’h é péhini é kouské Saül, hag Abner, mâb Ner, prin̄s hé armé, ha pénaoz é oa kousket Saül enn hé delt, hag ar ré all enn-drô d’ézhan̄,
6É lavaraz David da Akimélek ann Hétéad, ha da Abisai, mâb Sarvia, breûr Joab: Piou a ziskennô gan-én̄ étrézé Saül er c’hamp? Hag Abisai a lavaraz: Mé a ziskennô gan-éz.
7David éta hag Abisai a zeûaz étrézé tûd Saül a-zoug ann nôz; hag hî a gavaz Saül gourvézet ha kousket enn hé delt; hag hé wâf a oa san̄ket dré ar bég enn douar out penn hé wélé: hag Abner hag ar ré all a gouské enn-drô d’ezhan̄.
8Hag Abisai a lavaraz da Zavid: Doué a laka hiriô da énébour étré da zaouarn: mon̄d a rann éta d’hé doulla gan̄t va gwâf bétég ann douar enn eunn taol, hag ann eil na vézô két réd.
9Ha David a lavaraz da Abisai: Na lâz két anézhan̄; râk piou a astennô hé zourn war éôliet ann Aotrou, hag a vézô dinam?
10Ha David a lavaraz c’hoaz: Ével ma eo béô ann Aotrou, némét ma skôjé ann Aotrou gan̄t-han̄, pé é vé deûet ann deiz eûz hé varô, pé é vé diskaret ha lazet enn emgann.
11Ra virô ann Aotrou ouz-in na astenfenn va dourn war éôliet ann Aotrou: kémer hép-kén bréma ar wâf a zô out penn hé wélé hag hé bôd-dour, ha déomp-kuît.
13David éta a géméraz ar wâf hag ar pôd-dour a ioa out penn-wélé Saül; hag hî a iéaz-kuît. Ha dén n’en dôa hô gwélet, na gwézet kémen̄t-sé, na bét dihun; hôgen holl é oan̄t kousket, ô véza ma oa kouézet wâr-n-ézhô kousk-mîk ann Aotrou. 13 Pa oé tréménet David enn tû all, é savaz war benn ar ménez a bell; râk eur pennad balé hirr a ioa étré hén̄ hag ar c’hamp;
14Ha David a c’harmaz out tûd Saül hag oud Abner, mâb Ner, ô lavarout: Ha na gomzi-té két, Abner? Hag Abner a gomzaz hag a lavaraz: Piou oud dé te, péhini a c’harm hag a nec’h ar roué?
15Ha David a lavaraz da Abner: Ha n’oud két eunn dén kalounek, té? Ha piou eo ann hini a zô hén̄vel ouz-id enn Israel? Pérâg éta n’éc’h eûz-té két diwallet ann aotrou, da roué? Rag unan eûz ar bobl a zô deûet évit laza ann aotrou, da roué.
16Né két mâd ar péz éc’h eûz gréat. Ével ma eo béô ann Aotrou, éz oc’h mipien ar marô, c’houi péré n’hoc’h eûz két diwallet hoc’h aotrou, éôliet ann Aotrou. Hôgen bréma gwél péléac’h éma gwâf ar roué, hag ar pod-dour a oa out penn hé wélé.
17Hôgen Saül a anavézaz mouéz David hag a lavaraz: Ha né két hounnez da vouéz, va mâb David? Ha David a lavaraz: Va mouéz eo, aotrou, va roué.
18Hag hén̄ a lavaraz ivé: Pé évit trâ éc’h heskin va aotrou hé zervicher? Pétrâ em eûz gréat? Pé zroug a zô em dourn?
19Bréma éta, mé az péd, aotrou, va roué, sélaou komziou da zervicher. Mar d-eo ann Aotrou a atiz ac’hanod em énep, ra zavô béteg enn-han̄ c’houez vâd ar (T) sakrifiz: hôgen mar d-eo mipien ann dûd, in̄t milliget dirâg ann Aotrou, ô véza ma hô deûz va harluet hiriô, évit na chouminn két é digwéz ann Aotrou, ô lavarout: Kéa, servich douéed a-ziavéaz.
20Na vézet két éta bréma skuḻet va goâd war ann douar dirâg ann Aotrou: râk roué Israel a zô deûet er-méaz évit klaskoud eur c’hoanen, ével m’az éeur war-lerc’h eur glujar er ménésiou.
21Ha Saül a lavaraz: Péc’hed em eûz; distrô, David, va mâb: râk na rinn mui a zrouk d’id, ô véza ma eo bét hiriô talvouduz va buez dirâk da zaoulagad: râg ével eunn dén diskian̄t em eûz gréat diouc’h doaré, ha kalz traou a oa d’in da c’houzout.
22Ha David a gomzaz hag a lavaraz: Chétu aman̄ gwâf ar roué: tréméned aman̄ unan eûz hé baotred, ha kaset-hi gan̄t-han̄.
23Hôgen ann Aotrou a zistolô da bép-hini hervez hé reiz hag hé feiz: râg ann Aotrou en deûz da lékéat hiriô étré va daouarn, ha né két fellet d’in astenna va dourn war éôliet ann Aotrou.
24Hag ével ma eo bét talvouduz hiriô da vuez dirâk va daoulagad, ra vézô ével-sé talvouduz va buez dirâk daoulagad ann Aotrou, ha ra dennô ac’hanoun a béb an̄ken.
25Neûzé Saül a lavaraz da Zavid: Ra vézi benniget, David va mâb: kémen̄d a rî a vézô gréat mâd, ha galloudek-brâz é vézi. Neûzé David a iéaz enn hé hen̄t, ha Saül a zistrôaz d’al léac’h ma’z édô ô choum enn-han̄. (T). ———— XXVII. PENNAD. David en em denn a-névez étrézég Akis, roué Get.