Eil Levr Shmouel 25:17
Hôgen Saül a anavézaz mouéz David hag a lavaraz: Ha né két hounnez da vouéz, va mâb David? Ha David a lavaraz: Va mouéz eo, aotrou, va roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 25
Cross References
Deuteronomy 13:13N’az pézô kéd a druez out-han̄, hag é tenni torfed ar goâd dinam eûz a Israel, évit ma vézô vâd d’id.
1 Samuel 20:9Hag ar Bélek- brâz a lavaraz: Chétu klezé Goliat ar Filistin éc’h eûz lazet é traon̄ien ann Térébin̄t, hag a zô gôlôet gan̄d eunn tamm mézer adré d’ann éfod. Mar fell d’id hé gémérout, kémer; râk n’eûz aman̄ hini all é-béd némét-han̄. Ha David a lavaraz: Neûz hini hén̄vel oud hen-nez; rô-hén̄ d’in.
1 Samuel 25:25Neûzé Saül a lavaraz da Zavid: Ra vézi benniget, David va mâb: kémen̄d a rî a vézô gréat mâd, ha galloudek-brâz é vézi. Neûzé David a iéaz enn hé hen̄t, ha Saül a zistrôaz d’al léac’h ma’z édô ô choum enn-han̄. (T). ———— XXVII. PENNAD. David en em denn a-névez étrézég Akis, roué Get.
2 Samuel 24:13Ha Gad ô véza deûet étrézé David, a lavaraz kémen̄t-man̄ d’ézhan̄: Pé é teûi naounégez enn da vrô é-pâd seiz vloaz: pé é téc’hi é-raok da énébourien, hag hî war da lerc’h é-pâd tri miz: pé é vézô ar vosen enn da vrô é-pâd trî dervez. En em guzul éta bréma, ha gwél pétrâ a livirinn d’ann hini en deûz va c’haset.