Eil Levr Shmouel 7:13
Eûz hô merc’hed é rai ivé hé louzaouérézed, hag hé géginérézed, hag hé varaérézed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 7
Cross References
Judges 8:28Hôgen ar Vadianited a oé izéléet dirâk bugalé Israel, ha na helchon̄t mui sével hô fennou: hôgen ann douar a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz, ma oé Gédéon é penn d’ézhan̄.
Judges 13:5Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
1 Samuel 13:1C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz Jonataz, mâb Saül, a lavaraz da eunn dén-iaouan̄k, hé floc’h: Deûz, ha déomp étrézé gward ar Filistined, a zô enn tû-hon̄t: hôgen na lavaraz két kémen̄t-sé d’hé dâd.
1 Samuel 14:20Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Enn-énep, sélaouet em eûz mouéz ann Aotrou, ha baléet em eûz enn hen̄t dré béhini en deûz va c’haset ann Aotrou: digaset em eûz Agag, roué Amalek, hag ann Amalékited em eûz lazet.
1 Samuel 28:3Ha prin̄sed ar Filistined a lavaraz da Akis: Pétrâ a fell d’ann Hébréed-zé? Hag Akis a lavaraz da brin̄sed ar Filistined: ha na anavézit-hu két David, péhini a zô bét servicher da Zaül, roué Israel, hag a zô gan-én̄ meûr a zeiz, pé meûr a vloaz zô, ha n’em eûz kavet nétrâ enn-han̄, abaoé ma eo deûet d’am c’haout, bété vréma?
2 Samuel 8:1Goudé-zé David a dréc’haz ar Filistined hag a izéléaz anézhô; hag hén̄ a dennaz eûz hô daouarn gwasken ann tellou.