Eil Levr Shmouel 7
1Hôgen pa oé deûet Samuel da gôsaat, é lékéaz hé vipien da varnerien war Israel.
2Hé vâp-héna a oa hanvet Joel, hag ann eil a oa hanvet Abia; hag hî a oa barnerien é Bersabéé.
3Ha na gerzaz két hé vipien enn hé hen̄chou; hôgen en em rei a réjon̄t d’ar bizoni, rôou a zigémerchon̄t ha barniou fall a réjon̄t.
4Neûzé holl hénaoured Israel en em zastumaz hag a zeûaz da gavout Samuel é Ramata.
5Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Chétu oud deûet da véza kôz, ha da vipien na gerzon̄t két enn da hen̄chou: laka eur roué war-n-omp, évit ma varnô ac’hanomp, ével ma hô deûz ann holl vrôadou.
6Ar goulenn-zé né oé ket kavet mâd gan̄t Samuel, ô véza m’hô dôa lavaret: Rô d’é-omp eur roué, évit ma varnô ac’hanomp. Ha Samuel a bédaz ann Aotrou.
7Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel: Sélaou mouéz ar bobl é kémen̄d a lévéron̄t d’id; râk né két té hô deûz distolet, hôgen mé eo, évit na réninn két war-n-ézhô.
8Ével-sé hô deûz gréat bépréd, abaoé ann deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt bétég-henn: ével ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz servichet douéed a ziavéaz, ével-sé é réon̄t ivé d’id.
9Hôgen bréma sélaou hô mouéz: koulskoudé lavar d’ézhô ha diougan d’ézhô gwîr ar roué a dlé hô réna.
10Ha Samuel a rôaz da anaout holl c’heriou ann Aotrou d’ar bobl en dôa goulennet eur roué digan̄t-han̄,
11Hag é lavaraz: Chétu aman̄ gwîr ar roué a rénô war-n-hoc’h: kéméroud a rai hô mipien, hag é lakai anézhô oud hé girri; marc’heien a rai anézhô, hag hô lakai da rédek a-raog hé girri.
12Hô lakaad a rai da villénerien ha da gan̄ténerien, ha da ara hé barkou, ha da védi hé édou, ha da ôber hé armou hag hé girri.
13Eûz hô merc’hed é rai ivé hé louzaouérézed, hag hé géginérézed, hag hé varaérézed.
14Kéméroud a rai ivé ar gwella eûz hô parkou, eûz hô kwiniennou, hag eûz hô kwéz-olived, hag é rôi anézhô d’hé zervicherien.
15Déogi a rai war hoc’h édou, ha war hô kwiniennou, évit rei d’hé spazéien ha d’hé vévellou.
16Kéméroud a rai ivé hô mévellou, hag hô mitisien, hag hô tûd-iaouan̄k ar ré gréva, hag hoc’h azéned, hag hô lakai da laboura évit-han̄.
17Déogi a rai ivé hô tén̄ved, ha c’houi a vézô da sklaved d’ézhan̄.
18Hag enn deiz-zé é c’harmot a-éneb hô roué hô pézô dilennet: hag ann Aotrou na zélaouô két ac’hanoc’h enn deiz-zé, ô véza ma eo c’houi hoc’h eûz goulennet eur roué.
19Hôgen ar bobl na fellaz két d’ézhan̄ sélaoui mouéz Samuel hag é léverchon̄t: Nann; râg eur roué a vezô war-n-omp;
20Ha nî a vézô ével ann holl vrôadou: hag hor roué a varnô ac’hanomp, hag a iélô enn hor raok, hag a stourmô évid-omp enn hor brézéliou.
21Ha Samuel a glévaz holl c’heriou ar bobl, hag hô rôaz da anaout d’ann Aotrou.
22Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Zamuel: Sélaou hô mouéz, ha laka eur roué war-n-ézhô. Ha Samuel a lavaraz da dûd Israel: Distrôet pép-hini d’hé géar. ———— IX. PENNAD. Saül a glask azénézed hé dâd. Mon̄d a ra da gavout Samuel.