Levr ar Varnerien 13:5
Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten: râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Laka évez éta na évi na gwîn na bier, ha na zebri nétrâ a zic’hlan;
Read all of Levr ar Varnerien 13
Cross References
Numbers 6:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou bennâg, goâz pé vaouez, en dévézô gréat eul le évit béza san̄télet, hag a vézô falvézet d’ézhan̄ en em wéstla d’ann Aotrou,
Judges 16:17Neûzé ô tiskléria ar wirionez, é lavaraz d’ézhi: N’eo tréménet biskoaz ann houarn war va fenn, ô véza ma ounn Nazaréad, da lavaroud eo, ma ounn bét gwéstlet da Zoué é gôv va mamm: mar béz touzet va fenn, va ners a iélô diouz-in, hag é teûinn da véza gwân ével ann dûd all.
1 Samuel 7:13Eûz hô merc’hed é rai ivé hé louzaouérézed, hag hé géginérézed, hag hé varaérézed.
1 Chronicles 18:1Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz David a dréc’haz hag a izéléaz ar Filistined, hag a géméraz Gét hag hé bourc’hiou eûz a zaouarn ar Filistined.