Kentañ Levr ar Rouaned 12:8
Rôed em eûz d’id tî da aotrou, ha gragez da aotrou enn da gerc’hen, ha rôed em eûz d’id tî Israel ha Juda: ha mar d-eo bihan kémen̄t-sé, é rôinn c’hoaz d’id kals muioc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 12
Cross References
1 Samuel 15:19Saül a gasaz éta kan̄naded da Isai évit lavarout d’ézhan̄: Kâs d’in da vâb David a zô er peûrvan.
2 Samuel 5:5Seiz vloaz ha c’houec’h miz e rénaz é Hébron war Juda: hag é Jéruzalem é rénaz tri bloaz ha trégon̄t war holl Israel ha Juda.
2 Samuel 9:7Ha David a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz két a aoun; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
2 Samuel 12:11Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou: Lakaad a rinn drouk da zével d’id eûz da dî da unan, ha mé a gémérô da c’hragez dirâk da zaoulagad, hag hô rôinn d’as nésa, hag hén̄ a gouskô gan̄d da c’hragez dirâg ann héol-zé.
Psalms 84:11Râk Doué a gâr ann drugarez hag ar wirionez; ar c’hrâs hag ar c’hloar a rôiô ann Aotrou.
Romans 8:32Pérâg? O véza n’hô deûz kéd hé c’hlasket dré ar feiz, hôgen dré ôberiou al lézen: râk stoket hô deûz oud ar méan-fazi,