Kentañ Levr ar Rouaned 15:12
Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 15
Cross References
Numbers 23:1Neûzé Balaam a lavaraz da Valak: Saô aman̄ d’in seiz aoter; hag aoz seiz leûé ha kémen̄d all a dourzed.
Numbers 23:30Balak a réaz ével m’en dôa lavaret Balaam d’ézhan̄, hag é lékéaz eul leûé hag eunn tourz war béb aoter. ———— XXIV. PENNAD. Balaam a ziougan diwar-benn Israel, ha diwar-benn ar C’hrist.
2 Samuel 15:31Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom: ha David a lavaraz: Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.
2 Samuel 16:23Hôgen ar c’huzul a roé Ac’hitofel enn deisiou-zé, a oa ével pa c’houlenn eur ré kuzul digan̄d Doué: ével-sé é oa holl guzuliou Ac’hitofel, ha pa é oa gan̄d David, ha pa é oa gan̄t Absalom. ———— XVII. PENNAD. Kusai a rô da anaout da Zavid ar péz zô c’hoarvézet é Jéruzalem.
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.