Kentañ Levr ar Rouaned 16:23
Hôgen ar c’huzul a roé Ac’hitofel enn deisiou-zé, a oa ével pa c’houlenn eur ré kuzul digan̄d Doué: ével-sé é oa holl guzuliou Ac’hitofel, ha pa é oa gan̄d David, ha pa é oa gan̄t Absalom. ———— XVII. PENNAD. Kusai a rô da anaout da Zavid ar péz zô c’hoarvézet é Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 16
Cross References
Numbers 27:21Rak-sé, pa vézô eunn dra da ôber, Éléazar ar bélek -brâz a c’houlennô ali digan̄d ann Aotrou. Diout gér Éléazar, Jozué a iélô hag a zeûi, hag holl vugalé Israel gan̄t-han̄, hag ann holl strollad.
2 Samuel 15:12Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.
Job 28:28Hag en deûz lavaret d’ann dén: Chétu doujan̄s ann Aotrou, ar furnez eo; ha pellaad diouc’h ann drouk, ar poell eo. ———— XXIX. PENNAD. Job a zanével hé stâd gen̄ta.
Psalms 28:2Sélaou, Aotrou, out mouéz va goulenn, pa bédann ac’hanod, pa zavann va daouarn étrézé da dempl san̄tel.
Jeremiah 4:22O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.