Kentañ Levr ar Rouaned 15
1Goudé-zé Absalom a lékéaz ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’heien, hag han̄ter-kan̄t dén évit kerzout enn he raok.
2Hag Absalom ô sével diouc’h ar min̄tin, en em zalc’hé enn hé zâ oud ann ôr, hag hén̄ a c’halvé kémen̄d hini en dôa kéfridi évid don̄t da gavout ar roué évit béza barnet: hag hén̄ a lavaré: A bé géar oud-dé? Hag hé-man̄ a lavaré: eûz a unan eûz a vreûriézou Israel eo da zervicher.
3Hag Absalom a lavaré d’ézhan̄: Da lavariou a gavann mâd ha reiz: hôgen n’eûz lékéat dén é-béd gan̄d ar roué évid da zélaoui: hag Absalom a lavaré neûzé:
4Piou a lakai ac’hanoun da varner war ar vrô, évit ma teûi d’am c’havout kémen̄d hini en dévézô kéfridi, ha ma varninn anézhan̄ hervez ar reiz?
5Ha pa dôstéé eur ré évid hé zaludi, hén̄ a astenné hé zourn, a grôgé enn-han̄, hag a boké d’ézhan̄.
6Hag ével-sé é réa d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da gavout ar roué évit béza barnet; hag hén̄ a hoalé kalounou ann dûd-zé.
7Hôgen da benn daou-ugen̄t vloaz, é lavaraz Absalom d’ar roué David: Va lez da von̄t da Hébron évit sévéni ar gwéstlou em eûz gréat d’ann Aotrou.
8Râk da zervicher, pa édô é Gésor er Siria, en deûz gréat ar gwéstl-man̄, ô lavarout: Ma laka ann Aotrou ac’hanoun da zistrei da Jéruzalem, é kenniginn eur sakrifiz d’ann Aotrou.
9Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄: Kea é péoc’h. Hag hén̄ a zavaz, hag a iéaz da Hébron.
10Hôgen Absalom a gasaz spierien é holl vreûriézou Israel, évit lavarout: Kerken̄t ha ma klefot son ar c’horn-boud, livirit: Absalom a rén é Hébron.
11Daou c’han̄t dén a iéaz gan̄d Absalom eûz a Jéruzalem pa hô c’halvaz; hag hî a iéa gan̄d eur galoun didroidel, hag hép gouzout pérâg éz éan̄t.
12Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.
13Neûzé é teûaz eur c’hannad da Zavid, hag a lavaraz d’ézhan̄: Israel holl a ia war-lerc’h Absalom a galoun vâd.
14Ha David a lavaraz d’hé zervicherien a oa gan̄t-han̄ é Jéruzalem: Savid ha tec’homp; râk na hellimp két mon̄t-kuît a zirâg Absalom: hastit mon̄d er-méaz, gan̄d aoun na grogché enn-omp, ha na vemp dispennet gan̄t-han̄, ha na lazché holl ré géar gan̄d ar c’hlézé.
15Ha servicherien ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Da zervicherien a zô daré da ôber kémend a c’hourc’hémennô d’ézhô ann aotrou, hor roué.
16Ar roué éta a iéaz er-méaz, hag hé holl dî war hé lerc’h: hag hén̄ a lézaz dég eûz hé c’hragez- s erc’hed évid diwallout hé dî.
17Pa oé éad ar roué er-méaz hag ann holl Israélited war hé lerc’h, éc’h éhanaz pa oa éat pell diouc’h hé dî.
18Hag hé holl zervicherien a gerzé enn hé gichen: hag ar van̄dennou a Zérétied hag a Féletied, hag ar Gétied holl, brézélidi kalounek, hag hî c’houec’h kan̄t dén, péré a oa deûet eûz a C’het war hé lerc’h, a iéa holl a-raog ar roué.
19Neûzé ar roué a lavaraz da Étai ar Gétéad: Pérâg é teûez-té gan-é-omp? Distrô, ha choum gan̄d ar roué névez, ô véza m’az oud diavésiad, ha mar d-oud deûet er-méaz eûz da vrô.
20Abaoué déac’h oud deûet, ha réd é vé d’id-té hiriô don̄t (T) er-méaz gan-é-omp. Évid-oun, mé a ielô d’al léac’h ma tléann da von̄t: distrô-té, ha kâs da vreûdeûr gan-éz; hag ann Aotrou a rai enn da gén̄ver trugarez ha gwirionez, ô véza ma éc’h eûz diskouézet azaouez ha féalded.
21Hag Étai a lavaraz d’ar roué: Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô ann aotrou, va roué, é pé léac’h-bennâg ma vézi, té, aotrou va roué, pé gan̄d ar marô, pé gan̄d ar vuez, énô é vézô ivé da zervicher.
22Ha David a lavaraz da Étai: Deûz, ha treûz. Hag Étai ar Gétéad a dreûzaz, hag ann dûd holl a oa gan̄t-han̄, hag ar ré all eûz ar bobl.
23Ann holl a wélé gan̄d eur c’hri brâz, é-pâd ma treûzé ann holl bobl. Ar roué a dreûzaz ivé froud Sédron, hag ann holl bobl a gerzé a-héd ann hen̄t a zell oud ann distrô. 2i. Hôgen Sadok, ar Bélek- brâz, a zeûaz ivé, ha gan̄t-han̄ ann holl Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez Doué: hag hî a ziskennaz arc’h Doué diwar hô diskoaz. Hag Abiatar a bin̄az, kén na oé tréménet ann holl bobl a oa deûet er-méaz eûz a géar.
25Hag ar roué a lavaraz da Zadok: Dizoug arc’h Doué da géar: mar kavann grâs dirâg ann Aotrou, é lakai ac’hanoun da zistrei, ha da wélout adarré hé arc’h, hag hé dabernakl.
26Hôgen ma lavar d’in: Na blijez két d’in; daré oun, graet ac’hanoun ével ma kavô d’ézhan̄ e vézô mâd. (T).
27Hag ar roué a lavaras da Zadok ar Bélek- brâz; O Gwéler, distrô da géar é péoc’h, ha da zaou vâb gan-éz; Ac’himas da vâb, ha Jonatas, mâb Abialar.
28Chétu en em guzinn é kompézennou ann distrô, kén na vézô deûet d’in kelou eûz hô perz.
29Sadok éta hag Abiatar a zigasaz arc’h Doué da Jéruzalem hag a choumaz énô.
30Koulskoudé David a biñé war gréac’h ar gwéz-olived, hag a biñé enn eur wéla; mon̄d a réa war hé dreid noaz, ha gôlôet hé benn; hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a biñé enn eur wéla, ha gôlôet hô fenn.
31Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom: ha David a lavaraz: Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.
32Ha pa biñé David war lein ar ménez, el léac’h ma tlié azeûli ann Aotrou, chétu é teûaz enn hé raok Kusai eûz a Arac’h, péhini a oa roget hé ziḻad ha gôlôet hé benn a zouar.
33Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Mar teûez gan-én̄, é vézi eur béac’h évid-oun.
34Hôgen mar tistrôez da géar, ha ma lévérez da Absalom: Da zervicher ounn, ô roué; ével ma em eûz servichet da dâd, e servichinn ac’hanoud; é kasi-da-get kuzul Ac’hitofel.
35Hôgen béz’ éc’h eûz gan-éz ar véleien Sadok hag Abiatar: ha kémen̄d a glévi é-tî ar roué, é liviri d’ar véleien Sadok hag Abiatar.
36Béz’ hô deûz gan̄t-hô hô daou vâb, Ac’himaas, mâb Sadok, ha Jonatas, mâb Abiatar: ha c’houi a gasô da lavaroud d’in kémen̄d hô pézô klévet.
37Kusai éta, miñoun David, a zistrôaz da géar, hag Absalom a iéa ivé é Jéruzalem enn hévéleb amzer. ———— XVI. PENNAD. Absalom a ia ébarz Jéruzalem. Gwalla a ra gragez-serc’hed hé dâd.