Kentañ Levr ar Rouaned 16:22
Steñet é oé éta eunn telt évid Absalom war lein ann tî; hag hén̄ a iéaz da gaout gragez-serc’hed hé dâd dirâg Israel holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 16
Cross References
2 Samuel 11:2É keit-sé, é c’hoarvézaz pénaoz David a zavaz eûz hé wélé goudé krésteiz, hag a valéé war lein ti ar roué: hag hén̄ a wélaz eur c’hrég dira-z-han̄, péhini en em walc’hé war lein hé zî; hag ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.
2 Samuel 12:12Enn amc’houlou éc’h eûz gréat kémen̄t-sé; hôgen mé a rai ann dra-man̄ dirâg Israel holl, ha dirâg ann héol.
2 Samuel 20:3Pa oé deûet ar roué enn hé dî é Jéruzalem, é kéméraz ann dég grég-serc’h en dôa lézet évid diwall ann tî; hag hén̄ a lékéaz hô c’hâs enn eur vac’h, é péléac’h é kasaz boéd d’ézhô, ha n’az eaz mui d’hô c’havout; hôgen hî a choumaz serret, hag a vévaz evel in̄tan̄vézed kén na varvchon̄t.
Jeremiah 3:3Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.
Ezekiel 24:7Râg hé goâd a zô enn hé c’hreiz: war ar méan al lampra é deûz hé skuḻet; n’é deûz két hé skuḻet war ann douar, évit na vijé két gôlôet gan̄d ar poultr.