Kentañ Levr ar Rouaned 16
1Pa en dôé David tréménet eunn nébeût lein ar ménez, Siba, paotr Mifiboset, a iéaz war hé arbenn gan̄t daou azen, war béré éz oa daou chan̄t bara, ha kan̄t pakad rézin séac’h, ha kan̄t gon̄vor fiez, hag eur bouch-kenn gwîn.
2Hag ar roue a lavaraz da Ziba: Pétrâ a fell d’id da ôber gan̄d ann dra-zé? Ha Siba a lavaraz: Ann azéned a zô évit ma piñô war-n-ézhô servicherien ar roué; ar baraou hag ar fiez évit rei da zibri d’as paotred; hag ar gwîn évit rei da éva da néb en dévézô fallaen enn distrô.
3Hag ar roué a lavaraz: Péléac’h éma mâb da vestr? Ha Siba a lavaraz d’ar roué: Choumed eo é Jérazalem, ô lavarout: Ti Israel a zistolô hiriô d’in rouan̄télez va zâd.
4Hag ar roué a lavaraz da Ziba: Bézet d’id kémen̄d a oa da Vifiboset. Ha Siba a lavaraz: Da bidi a rann ma kavinn trugarez dira-z-oud, aotrou va roué.
5Pa oé deûet ar roué David war harz Bahurim, chétu é teûaz er-méaz ac’hanô eunn dén eûz a géren̄tiez tî Saül, hanvet Séméi, mâb Géra, péhini ô von̄d enn hé raok, a villigé anézhan̄.
6Hag hén̄ a daolé mein out David hag oud holl zervicherien ar roué David: hôgen ann holl bobl hag ann holl vrézelidi a gerzé a zéou hag a gleiz war-drô d’ar roué.
7Hag ével-henn é lavaré Séméi, ô villiga ar roué: Deûz er-méaz, deûz er-méaz dén a c’hoad, dén fallagr.
8Ann Aotrou en deûz distolet war-n-oud holl c’hoad tî Saül; ô véza ma éc’h eûz aloubet ar rouan̄télez war-n-ézhan̄: hag ann Aotrou en deûz lékéat ar rouan̄télez étré daouarn Absalom da vâb: ha chétu é kouéz war-n-oud ann droug éc’h eûz gréat, ô véza ma oud eunn dén a c’hoad.
9Hôgen Abisai, mâb Sarvia, a lavaraz d’ar roué: Pérâg é villig ar c’hi marô-zé ann aotrou, va roué? Va lez da von̄t, hag é trouc’hinn hé benn d’ézhan̄.
10Hag ar roué a lavaraz: Pétrâ a zô étré c’houi ha mé, mipien Sarvia? List-hén̄ da villiga; râg ann Aotrou eo en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄ milliga David: ha piou a grédô lavarout d’ézhan̄: Pérâg é réz-té ével-sé?
11Ha David a lavaraz da Abbai, ha d’hé holl zervicherien: Chétu va mâb, péhini a zô deûet ac’hanoun, a glask va buez; pégémen̄t mui bréma mâb Jémini? List-hén̄, list-hén̄ da villiga hervez gourc’hémenn ann Aotrou.
12Martézé é sellô ann Aotrou out va glac’har; hag é tistolô d’in eur mâd évid ar valloz am eûz hiriô.
13David éta a iéa enn hé hen̄t, hag hé dûd gan̄t-han̄. Hôgen Séméi a iéa war hé lerc’h, ô kerzout a-dû war lein ar ménez; hag hén̄ a villigé ar roué, hag a daolé out-han̄ mein ha douar.
14Koulskoudé ar roué a arruaz, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, hag hî skuîz-brâz: hag énô é tiskuizchon̄t.
15Hôgen Absalom hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a iéaz é Jéruzalem, hag Ac’hitofel gan̄t-han̄.
16P’az éaz Kusai, ann Arac’hiad, miñoun David, étrézég Absalom, é lavaraz d’ézhan̄: Mé as salud, roué, mé as salud, roué.
17Hag Absalom a lavaraz d’ézhan̄: Hag houn-nez eo ar garan̄tez éc’h eûz évid da viñoun? Pérâk n’oud-dé két éat gan̄d da viñoun?
18Ha Kusai a lavaraz da Absalom: Doué ra virô; râk mé a vézô d’ann hini eo deûz dilennet ann Aotrou, hag ann holl bobl-man̄, hag Israel holl, hag é chouminn gan̄t-han̄.
19Hôgen évit-sé piou a zervichinn-mé? Ha né két mâb va roué? Ével ma em eûz sen̄tet oud da dâd, é sen̄tinn ouz-id.
20Neûzé é lavaraz Absalom da Ac’hitofet: Kuzulit holl pétrâ hon eûz da ôber.
21Hag Ac’hitofel a lavaraz da Absalom: Kéa da gaout serc’hed da dâd, en deûz lézet évid diwalloud hé dî, évit pa glevô Israel holl pénaoz éz pézô mézékéet da dâd, ma en em stagin̄t krévoc’h ouz-id.
22Steñet é oé éta eunn telt évid Absalom war lein ann tî; hag hén̄ a iéaz da gaout gragez-serc’hed hé dâd dirâg Israel holl.
23Hôgen ar c’huzul a roé Ac’hitofel enn deisiou-zé, a oa ével pa c’houlenn eur ré kuzul digan̄d Doué: ével-sé é oa holl guzuliou Ac’hitofel, ha pa é oa gan̄d David, ha pa é oa gan̄t Absalom. ———— XVII. PENNAD. Kusai a rô da anaout da Zavid ar péz zô c’hoarvézet é Jéruzalem.