bible.software › Kentañ Levr ar Rouaned › Kentañ Levr ar Rouaned 19 › Kentañ Levr ar Rouaned 19:42
Kentañ Levr ar Rouaned 19:42
Hag holl dûd Juda a lavaraz da dûd Israel: O véza ma eo ar roué nésoc’h d’é-omp. Pérâg é sâv droug enn-hoc’h diwar-benn kémen̄t-sé? Ha débret hon eûz-ni nétrâ diwar goust ar roué? Pé gréat éz eûz rôou d’é-omp?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And all the men of Judah answered the men of Israel, Because the king is near of kin to us: wherefore then be ye angry for this matter? have we eaten at all of the king’s cost? or hath he given us any gift?
In Context
41Ha chétu holl dûd Israel a zirédaz étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg hor breûdeûr tûd Juda hô deûz-hi da laéret, ha lékéat ar roué hag hé dî da dreûzi ar Jourdan, hag holl dûd David gan̄t-han̄?
43Ha tûd Israel a lavaraz da dûd Juda: Dék kwéach muioc’h omp égéd-hoc’h dirâg ar roué; râk-sé David a zô muioc’h de-omp égéd d’é-hoc’h. Pérâg hoc’h eûz-hu great ann dismégan̄s-sé d’é-omp, na n’ef-hén̄ két bét rôet da anaout d’é-omp da gen̄ta é tliemp digas hor roué? Hôgen tûd Juda a gomzaz gan̄t mui a c’harven̄tez oud tûd Israel. ———— XX. PENNAD. En em zével a ra Séba oud David.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 19
Cross References
Judges 8:1Ha mipien Éfraim a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg eo bét fellet d’id ôber ével-sé, ha n’éc’h eûz-té két hor galvet, pa oud éat da stourmi oud ar Vadianited? Hag hî a grôzaz anézhan̄ stard, ha bétég en em ziboella out-han̄ kouls lavaret.
2 Samuel 5:1Neûzé holl vreûriézou Israel a zeûaz da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄: Chétu nî a zô da eskern ha da gîk.
1 Chronicles 2:3Mipien Juda: Her, Onan, ha Séla; ann tri-zé a zô bét ganet d’ézhan̄ gan̄t merc’h Sué ar Gananéadez. Hôgen Her, ken̄ta-ganet Juda, a oé eunn dén drouk dirâg ann Aotrou, péhini hel lékéaz da vervel.
This Verse In Other Editions
Study Kentañ Levr ar Rouaned 19:42